Moselle (stêr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Red ar Moselle

Ar Moselle eo anv gallek ur stêr a zo andoniet e Bussang, e 731 m uhelder e menezioù ar Vosges, kent redek dre viz Bro-C'hall, dre Luksembourg (ma'z eo Musel e luksembourgeg) ha kornôg Alamagn (ma'z eo Mosel en alamaneg).
E Koblenz e tinaou ar Moselle er Roen.

Degerc'had[kemmañ]

Kement ha "Meuse vihan" e talvez Moselle, diwar Mosa hag al lostger bihanaat gallek -elle.

Un adstêr d'ar Meuse e oa ar Moselle gwechall e gwirionez, evel m'en diskouez an torosadur etre Toul ha Pagny, ma oa ar c'hember. Da vare ar ragistor e kemmas traoñienn en argrec'h da Doul, degerc'het ma voe gant ur froud a rede war-du an norzh, a zo red ar Moselle bremañ[1]

Eien ar Moselle e Bussang
Ar Moselle e Luksembourg
Kember ar Moselle hag ar Roen e Koblenz

Notennoù[kemmañ]

  1. G. Bleicher (1901), La vallée de l'ingressin et ses débouchés dans la vallée de la Meuse, Annales de Géographie, 1901, levrenn 10, niv. 49, pp. 17-26 (fr)



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.