Morvan Lebesque

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Maurice Lebesque, lesanvet Morvan Lebesque, a oa bet ganet e Naoned e 1911 ha marvet e Brazil e 1970. Ur c'hazetenner e oa.

Bet e oa bet er skol gant Julien Gracq el lise Clemenceau e Naoned.

Kronikoù en deus skrivet evit Le Canard Enchaîné hag ur romant-brezel zo deuet gantañ ivez : Soldats sans espoir. Ur c'hronikour brudet e oa.

E levr « Comment peut-on être breton ? Essai sur la démocratie française », embannet e 1970, en deus degaset muioc'h a vrud c'hoazh da Vorvan Lebesque. El levr-mañ e kas war-raok ar preder a-zivout identelezh Breizh er Republik c'hall ha kement-se, kalz a-raok ma vo an dra-se diouzh ar c'hiz. Ul levr dave e chom e oberenn evit an holl Vretoned o deus dizoloet gantañ e oa Breizh ur vro a zo bet tennet hec'h Istor hag he yezh diganti.

E Rio de Janeiro e oa marvet e 1970 pa oa gant un droiad prezegennoù diwar-benn sevenadur Breizh.

Ur straed Morvan Lebesque ez eus e Naoned. Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel, a zo ur seurt Ti ar Vro evit Bro Naoned, a zo bet anvet diouzh e anv ivez.