Moger Vras Sina

Eus Wikipedia
Moger Vras Sina
Moger Vras Sina, gant touristed warni

Moger Vras Sina (e sinaeg 長城, pinyin : Chángchéng, da lavaret eo : « hir » + « kêr mogeriet » ; e tibeteg : rgya-nag lcags-ri རྒྱ་ནག་ལྕགས་རི da lavaret eo « menez houarn Sina ») eo ar savadur hirañ savet gant mab-den war an douar. 6400 km hed zo dezhi, adalek Korea betek dezerzh Gobi. Etre 5 ha 7 metr tevder he deus hag etre 5 ha 17 metr uhelder. A-hed ar voger e kaver tourioù ged, nepell an eil diouzh egile. Er reter eo emañ en he meurdezusañ ; pelloc’h er c’hornôg n’eo mui, e lec’hioù zo, nemet ur savenn-douar vras.

Ur voger difenn eo, savet dreist-holl adalek dibenn ar XIVvet kantved betek deroù ar XVIIvet kantved, e-pad ar remziad Ming.

Savet e voe ar voger-se gant Sinaiz evit difenn o bro diouzh argadennoù gant ar Vongoled hag an Durked. A-raok e oa bet mogerioù all c’hoazh savet ken abred hag an IIIe kantved kt JK, da vare ar remziad Qin, da ziwall diouzh meuriadoù a oa o vevañ er pezh zo bremañ Mongolia ha Manchouria. En em astenn a ra ar Voger a-hed 6 700 km, adalek Shanhaiguan (山海关) er reter, betek Jiayuguan (嘉峪关) er c’hornôg.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Peder savenn zo bet da savadur ar Voger Vras :
  1. 208 kt JK (remziad Qin).
  2. Iañ kantved kt JK (remziad Han).
  3. 1138-1198 (mare ar Pemp remziad hag an Dek rouantelezh).
  4. 1368-1620 (adalek an impalaer Hongwu betek an impalaer Wanli eus ar remziad Ming).

Ha gwelet e vez eus al loar ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e vez ez eo Moger Vras Sina ar savadur nemetañ zo bet savet gant mab-den a c’heller gwelet eus an egor. Er bloavezhioù 1930 e voe skrivet e vefe gwelet eus al loar. Met kement-se n’eo ket gwir rak ar Voger Vras n’eo ket ledan a-walc’h.

Peogwir e varvas kalz a vicherourien, pa oant o sevel ar Voger, ha peogwir e voent douaret e-kichen, e lavarer diwar-benn Moger Vras Sina ez eo ar « vered vrasañ zo er bed ».

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.