Misbaha

Eus Wikipedia
Ur misbaḥa eus 1924
Ur misbaha 33 boulenn hag ur misbaha 99 boulenn gant un tespih eus Turkia

Ur misbaha pe masbaha (arabeg : مِسْبَحَة misbaḥah), anvet ivez سُبْحَة‎ subḥa pe تَسْبِيح‎ tasbīḥ pe tespih hervez ar broioù pe rannvroioù muzulman, zo ur chapeled islamek implijet da lavarout an dhikr, ennañ 99 anv Allah.

Bez' eo ur gordennig warni meur a voulennig implijet gant muzulmaned evit delc'her koun eus Allah. Graet e vezont gant koad, maen pe plastik. Dre ma vezont implijet evit derc'hel soñj eus 99 anv Allah e vezont kavet gant 33 pe 99 boulennig peurliesañ.

E Turkia, hag e broioù all ivez, e vez implijet an tespih evel ar c'homboloi e Gres evit c'hoari gant ar bizied hepmuiken.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]