Miliav

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn sant Miliav en iliz Gwimilio.

Miliav (pe Milio) zo kontet da vezañ bet roue e Breizh gwechall-gozh. Mab Budig, roue Domnonea, e oa, a-hervez.

Ren a reas Miliav e-pad 7 vloaz war-lerc'h e dad. Un oadvezh aour e voe e ren evit Breizh, gant amzer na re yen na re domm, hervez ar vojenn. Lazhet e voe Miliav gant e vreur Rivod pe Rivaot, a lazhas ivez Melar, mabig Miliav hag e bried santez Aourell. Douaret e vije bet er Gozh-Yeoded ha burzhudoù e-leizh a voe war e vez.

Enoret e vez sant Miliav e meur a lec'h e Breizh : e Plouilio e Treger, e Gwimilio e Leon, e Pluniav e Bro-Wened, hag e Plonevez-Porzhe. An delwennoù anezhañ a weler en ilizoù-se a ziskouez anezhañ evel ur roue, gant ur gurunenn war e benn hag ur c'hleze en e zorn. N'ouzer ket kalz traoù diwar e benn avat.

Lidet e vez sant Miliav d'ar 24 a viz Gouere (pe d'ar 5 a viz Du hervez lod).

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all