Michele Carrascosa

Eus Wikipedia
Michele Carrascosa
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh an Div Sikilia Kemmañ
AllegianceImpalaeriezh Habsbourg, Republik partenopean, Rouantelezh Naplez (1805-1815), Rouantelezh an Div Sikilia Kemmañ
Anv-bihanMichele Kemmañ
Anv-familhCarrascosa Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Ebr 1774 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPalermo Kemmañ
Deiziad ar marv10 Mae 1852 Kemmañ
Lec'h ar marvNapoli Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
BrezelBrezelioù an Dispac'h Gall Kemmañ
Korf an armeArme Veur Kemmañ

Michele Carrascosa (11 a viz Ebrel 1774 en Palermo, Sikilia; 10 a viz Mae 1852 en Napoli) a oa ur jeneral e Rouantelezh Naplez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek 1815[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en un tiegezh spagnol hag a oa erruet e Rouantelezh Naplez e 1734, gant ar roue spagnol Carlo. Meur a hini eus an tiegezh ac'h eas da ofiserien en arme ar rouantelezh. E vreur Raffaele (1779-1866) a voe jeneral ivez, ha ministr d'ar roue Ferdinando II.

E 1796 e oa 22 vloaz pa voe gloazet en emgann Lodi, ma oa letanant war varc'h, a-enep arme c'hall Napoleone Buonaparte. E 1798 e oa gant Mack e Roma.

E 1799 e troas a-du ganto gant ar Republik partenopean, met honnezh ne badas nemet c'hwec'h miz. Ha pa zistroas ar Vourboned e voe bac'het da gentañ e karc'har Santo Stefano, ha goude harluet. Neuze ez eas gant an arme c'hall da vrezeliñ a-enep Bourboned Spagn. Distreiñ a reas da Naplez pa oa bet lakaet Joachim Murat, breur-kaer Napoleon, da roue. Murat a anvas Carrascosa da c'houarnour-arme Naplez ha da varon e rouantelezh.


D'an 20 a viz Mae 1815 e sinas gant ar jeneral Pietro Colletta, Feur-emglev Casalanza.

Goude ren Murat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1820-1821, e-pad emsavadeg ar moti napoletani e klaskas c'hoari gant an div gostezenn : mont a reas da Ministr ar brezel e gouarnamant ar Giunta provvisoria liberale, ha ne enebas ket ouzh ar stourmerien carbonari, met war un dro e klaskas tostaat ouzh ar roue Ferdinando di Borbone ha leuskel en o sav an ensavadurioù kilstourm hag an urzh kevredigezhel kozh.

E 1821 en em savas a-enep aloubidigezh an Aostrianed, ha pa voe trec'het al liberaled e kemeras an tec'h. E 1823 ec'h embannas eñvorennoù. En harlu e chomas betek 1848,pa zistroas da Napoli.

Mervel a eure e 1853.