Republik partenopean

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel ar Republik Partenopean. Heñvel e oa ouzh an triliv gall, met gant liv melen e-lec'h ar gwenn

Ar Republik partenopean, pe Republik Napolitan (Repubblica Napoletana en italianeg), a voe savet e 1799 gant ar jeneral gall Jean Étienne Championnet, pa oa bet trec'het gant e arme hini Rouantelezh Naplez. Bez' ez eo unan eus ar republikoù berrbad a voe savet da-heul an Dispac'h gall evit skignañ an dispac'h dre ar bed.

Orin ar Republik[kemmañ]

Pa grogas an Dispac'h gall, ne ziskouezas ket Ferdinand IV roue Naplez nag e wreg, ar rouanez Maria Carolina, enebiezh vras ouzh an nevezenti; met war-lerc'h diskar an unpenniezh e Bro-C'hall e savjont kreñv a-enep, hag e 1793 e kemerjont perzh en unvaniezh kentañ a-enep Bro-C'hall. Heskinet e voe didruez ar re a veze diskred warne da vezañ a-du gant ar C'hallaoued. Kement-se ne viras ket ouzh ar soñjezonoù republikan da vont war-raok e-touez noblañsed ar vro.

E 1796 e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall, met e 1798, p'edo Napoleone Buonaparte en Egipt, ha war-lerc'h trec'h Nelson en emgann an Nil, e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da zisklêriañ brezel da Vro-C'hall ur wech ouzhpenn. Nelson e-unan a zegouezhas e Naplez e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70 000 soudard a oa bet dastumet buan-ha-buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral aostrian Karl von Mack: d'an 29 a viz Here e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn gant ar C'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ. Buan e tistroas ar roue da Naplez. En desped d'al lazzaroni (ar bobl vunut) a oa tomm ouzh o roue hag ouzh al lignez roueel hag a oa prest d'e zifenn, e savas war lestr Nelson, ar Vanguard hag ez eas da repuiñ da b-Palermo gant e lez ha gant ar spont. Kemeret e voe kêr Naplez gant ar priñs Francesco Pignatelli Strongoli ha devet listri ar morlu saoz.

Mesk ha lazh a voe neuze, gant al lazzaroni e veze muntret tud a greded e oant a-du gant ar republikaned, e-keit ma wele an noblañsed edo ar reuz o kreskiñ ha, peogwir e oant bet dilezet gant o roue, e oa gwelloc'h ur republik c'hallgar eget an dizurzh.
E miz Genver 1799 e sinas Pignatelli e emzaskor e Sparanise d'ar jeneral gall Championnet. Pa voe klevet ar c'heloù e Naplez hag war ar maez ec'h en em savas al lazzaroni. Stourm a rejont kalonek ouzh an enebour, evite da vezañ armet fall ha gourdonet fall. Er c'heid-amzer-se e oa republikaned Naplez o tispac'hañ, ha setu krog ar brezel-diabarzh. D'an 20 a viz Genver 1799 e voe kemeret kreñvlec'h Castel Sant'Elmo gant ar republikaned, ha dont a reas an arme c'hall e kêr. Lazhet e oa bet 8 000 den eus Naplez, ha 1 000 e-touez ar C'hallaoued.