Metanlestr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar metanlestr LNG Bonny e porzh-mor Brest

Ar metanlistri a zo listri a dalvez da dreuzdougen gaz naturel dourennekaet en o beolioù. Graet e vez LNG (Liquefied natural gas) pe LPG carriers (liquified petroleum gas) anezho ivez.

Ar gaz naturel[kemmañ]

Bezant eo ar gaz naturel e-barzh gweleadoù isdouar evel an tireoul a zo memes orin gantañ. C'hoarvezout a ra eus metan (90% anezhañ), propan, butan ha nitrogen.

An treuzdougerezh gaz[kemmañ]

Evit ar wezh en deus bet ezhomm mab-den da dreuzdougen materioù krai evit e labourioù. Evit gwir ne vez ket atav an danvezioù e-kichen al lec'h m'o deus an dud ezhomm anezho.

Heñvel dra gant ar gaz naturel : e-pad pell eo bet treuzdouget dre sanioù-gaz. Met hiziv-an-deiz e vez pelloc'h-pellañ an takadoù eztennañ diouzh an takadoù uzañs. Ret eo treuziñ pellderioù bras ha meurvorioù.