Mauser 1914

Eus Wikipedia
Mauser 1914
Kinnig
Bro orin Impalaeriezh Alaman
Doare Pistolenn damaotomatek SA/DA
Munisionoù 7,65 x 17 mm
Saver Mauser
Mare implij 1914 - 1945 (en arme alaman)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 595 g
Hirder 154 mm
Hirder ar c'hanol 87 mm
Perzhioù teknikel
Endalc'h 8 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Mauser 1914 zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh alaman Mauser. Deveret eo eus ar Mauser 1910 ijinet gant Josef Nickl. Kambret eo evit munisionoù 7,65 x 17 mm Browning. Er bloavezhioù 1930 e voe simplaet ha deveret ar Mauser 1934 anezhi. War-dro ur milion a skouerennoù anezhi a voe produet.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An daou stumm pistolennoù a voe implijet gant an arme hag ar polis alaman. Servijout a reas er Brezel-bed Kentañ, en Eil Brezel-bed ha da vare Brezel diabarzh Finland e 1918.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan