Matsuo Bashō

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Bashō e Hiraizumi, Iwate.

Matsuo Basho (Japaneg松尾 芭蕉), anvet ivez Matsuo Munefusa, a oa ur barzh japanat ganet e 1644 ha marvet d'an 28 a viz Du 1694. Unan eus mistri ar varzhoniezh japanat eo, unan eus brasañ skrivagnerien ar marevezh Edo, gant an aozer pezhioù-c'hoari Chikamatsu hag ar romantour Saikaku. E-pad e vuhez e oa brudet evit e oberennoù kenlabourel (haikai no renga) met hiziv an deiz e vez barnet evel ur mestr eus an Haiku dreist-holl.

Mestr an haikai-renga (chadennoù barzhonegoù) e oa ; pleustriñ a rae kalz an arz-se asambles gant e ziskibled. Graet en deus eus an haiku un doare da eztaoliñ priziet met brudet oa dreist-holl evit e skridoù haibun (skridoù komz-plaen barzhoniel troc'het gant haiku.

Ganet oa bet e 1644 en ur familh bushi (kadourien), gwizien aotrounez Ueno e rannvro [[Iga]. Pa oa bihan e voe floc'h Tōdō Yoshitada, hêr e aotrou. Gantañ e heulias kentelioù Kitamura Kigin, unan eus mistri an haikai.

Ur wech aet Yoshitada da Anaon e 1666 e c'hellas Monefusa mont da Gyōto da studiañ. E [[1672]) e yeas da Edo annez ar shōgun Tokugawa. Paket en doa un tamm brud c'hoazh. Seveniñ a reas labourioù melestradurel war a seblant. Un toullad diskibled en doa (Enomoto Kikaku (1661-1707) ha Sugiyama Sampū (1661-1707) peurgetket). Mont a reas da vanac'h e 1681 , studiañ a reas gant ar mestr zen Butchō hag e reas e annez e Peniti e wezenn-bananez (Bashō-an) bet roe dezhañ gant Sampū. Adalek ar mare-se e voe anvet Bashō.

Goude un tan-gwall a zistrujas e di e 1683 e krogas da veajiñ. E ziskibled , ur wech distroet d'o bro, a groue kelc'hioù sevel haikai hag a bede anezhañ. Skrivañ a rae barzhonegoù e-kerzh e veajoù. Mervel a reas en Osaka e-kerzh ur veaj e 1694. Mesket eo oberenn hag e vuhez eta. Milieroù a haiku en deus skrivet, haiku o-unan, lod en haikai-renga savet asambles gant e ziskibled ; lod e meur a haibun... Dastumet ha miret gant e ziskibled. Embannet e oa bet ur dastumad barzhonegoù skol Bashō gant Kikaku e 1683 (Shō-mon)

Ne felle ket dezhañ sevel un deorienn. Kelenn a rae dre reiñ skouer. E ziskibled eo o deus klasket bodañ pennaennoù e arz. "Anargemmadezh ha berusted" a vefe o diverradur.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.