Masashi Kishimoto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Masashi Kishimoto a zo un treser manga, anvet 'vez un treser a dres manga ur mangaka, ganet eo d'an 8 a viz Du 1974 e depatarmant Okayama e Japan. Ur breur gevell en deus, anvet eo Seishi Kishimoto a zo ivez treser manga, graet en deus e vreur ar manga 666 Satan.

Treser Naruto eo Masashi, aet er maez e 1999 hag e vo da c'houde skignet er skinwell Japanad. E fin 2007 e oa 40 levr deuet er-maez e Japan ar pezh ne oa ket gwir e Bro C'hall peogwir ne oa d'ar mare-se nemet 27 levr aet er-maez. Masashi Kishimoto a zo an eil mangaka ar muiañ tailhet e 2007 gant 1 milion euros, dre ma eo Naruto ur gwir gwagenn kenwerzhel.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.