Masamune Shirow

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Masamune Shirow 士郎・正宗 (anv gwir おおた・まさのり Ōta Masanori pe おだ・まさのり Ōda Masanori, ganet d'an 23 a viz Du 1961 e Kōbe) a zo un treser manga japanat brudet er bed a-bezh. E Hyōgo emañ o chom hiziv an deiz. « Masamune Shirow » a zo un anv-pluenn : Masamune a oa ur gov japanat brudet a vevas er XIVvet kantved[1].

Gantañ eo bet savet Appleseed ha Ghost in the Shell. Ar cyberpunk, ar sevel bedoù poellek (a seblant gwirheñvel a-fet politikerezh, sevenadur ha skiantoù) hag ar mecha eo an dodennoù pennañ a gaver en e oberennoù. Peurliesañ e lak maouezed da harozed e vannoù-treset. Leun a vunudoù eo e dresadennoù[2], ha luziet e c'hallont seblantout pa seller buan outo. En e istorioù e vesk pennadoù preder war ar politikerezh ha pennadoù brivilh enno. Lod brasañ e oberennoù a zo bet lakaet da filmoù bevaat.

E oberenn[kemmañ]

Manga[kemmañ]

Filmoù bevaat[kemmañ]

Filmoù hir 
Stiradoù 

Notennoù[kemmañ]

  1. William Scott Wilson, rakskrid Sabre de vie (Heiho kadensho) gant Yagu Munenori, embanandurioù Budo
  2. http://www.taschen.com/media/downloads/clipping_200410_revista_manga_0707091331_id_66405.pdf

Liammoù diavaez[kemmañ]

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.