Mary Boleyn
Mary Boleyn (war-dro 1499 — 19 a viz Gouhere 1543) a oa c'hoar henañ Anne Boleyn, ha serc'h ar roue Herri VIII, ha ivez hervez tud zo, hini ar roue gall Frañsez Iañ [1]. Div wech e timezas.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Ganet e oa e Blickling Hall, Norfolk , ha tremen a reas he bugaleaj e kastell Hever, ti an tiegezh, e Kent.[2] He zad a oa un diplomat pinvidik Thomas Boleyn , kentañ kont Wiltshire, hag he mamm Lady Elizabeth Howard. N'eus prouenn ebet eus deiz resis he ganedigezh met etre 1499 ha 1508 e oa. Bremañ peurvuiañ e soñjer e oa war-dro 1499.[3] Hervez an dihelloù n'eus arvar ebet e oa an henañ eus an tri bugel a chomas bev e ti he zad hag he mamm.[4]Sklaer eo e krede da vugale Mary e oa o mamm an hini e oa ar c'hoar henañ: e 1597 e c'houlennas he mab-bihan Lord Hunsdon an titl a “earl of Ormonde” (kont Ormonde) dre ma kave dezhañ e oa eñ an hini e oa an hêr. Hervez reolennoù pizh an hêrezh en noblañs, mar deo Anne an hini a vije bet an henañ, e vije aet an titl gant he merc'h, ar rouanez Elesbed Iañ ; rak tremen a rae an titl dre ar vaouez koshañ pa ne oa ket a lignez dre ur gwaz. Hervez ar poell koulskoude, dre ma ne oa bugel ebet da Elesbed, e tistroe an titl da lignez Mary paneogwir he devoa bugale.
Un amzer zo bet e kreded e oa Mary a eas d'an estrenvro da gaout deskadurezh hag a dremenas amzer e kompagnunezh Archduchess Margaret of Austria; hiziv eo sklaer e oa e c'hoar vihan, Anne. Mary a chomas en Saoz a-hed he bugaleaj.
N'eo nemet adalek 1514, pa oa etre 12 ha 15 vloaz, eo e voe kaset d'an estrenvro. Gant he zad e voe kavet dezhi ul labour evel dimezell a enor gant c'hoar ar roue, Mary Tudor (rouanez Bro-C'hall), a oa o vont da Bariz da zimeziñ d'ar roue gall Loeiz XII. Goude un toullad sizhunioù er gêr-benn c'hall e voe pedet meur a servijourez saoz da vont war o c'hiz d'ar gêr, met Mary a chomas, a drugarez d'he zad moarvat, nevez anvet da gannad. Pan eas kuit Mary a Vro-Saoz d'he bro c'henidik en-dro goude marv he fried , d'ar 1añ a viz Genver 1515, e chomas Mary Boleyn e lez ar rouaned nevez, Frañsez Iañ ha Glaoda Bro-C'hall.
[kemmañ] Afer ouzh ar roue gall
Mary a voe gweladennet e Paris gant he zad, Sir Thomas, hag he c'hoar, Anne, a oa bet o studiañ en Izelvroioù er bloavezh a-raok. Meur a zous he doe, ha marteze e oa Frañsez Iañ en o zouez. Istorourien zo avat a gav dezhe n'eo ket gwirheñvel e vije bet ken skañv garig Mary.[5] Distreiñ a reas da Vro-Saoz e 1519. [6] ha lakaet e voe da zimezell a enor gant ar rouanez Catherine of Aragon.
[kemmañ] Dimezell a enor
Un tamm goude he distro e voe dimezet Mary da Sir William Carey, kourataer pinvidik, d'ar 4 a viz C'hwevrer 1520, ha Herri VIII a oa bet pedet d'an eured . Un darempred a voe skoulmet etre ar roue ha Mary, met n'ouzer ket mat pegoulz e krogas. Ne voe ket brudet ha Mary ne gavas ket brud ha madoù ha galloud evel a veze d'ar serc'hed roueel e broioù all.[7] Krediñ a reer e oa echu an darempred-se a-raok ganedigezh bugel Mary, Henry Carey, in March 1526.[8] Lavaret e veze e oa ar roue an hini a oa tad da gentañ bugel, pe d'an daou he deus bet Mary, Henry ha Catherine o anvioù. Hervez un test e oa heñvel ar mab Henry Carey ouzh Herri VIII. John Hale, person ("vicar", e saozneg) Isleworth, pa oa 10 vloaz ar mab, a skrivas e oa en em gavet gant ur 'young Master Carey,' hag a oa mab bastard d'ar roue. N'eus testeni all ebet da reiñ brasoc'h kred d'an arguzenn diwar-benn bastardiezh Herri Carey. Catherine of Aragon, pried kentañ ar roue Herri VIII, a oa bet dimezet da gentañ d'e vreur henañ, Arzhur, met marvet e oa ar priéns un toullad mizioù war-lerc'h o eured, pa ne oa nemet 15 vloaz. Kement-se a voe kemeret da arguzenn gant Herri da reiñ korf d'e arguzennerezh evit dizimeziñ diwezhatoc'h digant e wreg: gant an eured etre e vreur hag e c'hoar-gaer ( o lakaat e vije bet embaridigezh etre an daou bried yaouankik) e oa bet krouet ul liamm hervez lezenn an Iliz hag a vire outo a zimeziñ an eil d'egile. Met pa zeuas Mary Boleyn da vout serc'h da Herri e oa bet krouet ul liamm heñvel etrezañ hag he c'hoar Anne Boleyn, hervez lezenn an Iliz ivez, met kement-se ne voe ket lavaret gant Herri neuze; koulskoude ez ae kontrol da lezenn an Iliz en hevelep doare rik hag hini Herri ha Catherine of Aragon. Desket evel ma oa Herri war an doueoniezh ne c'halle ket chom hep gouzout kement-se.
[kemmañ] He c'hoar Anne o tegouezhout e penn ar galloud
Anne Boleyn, c'hoar Mary Boleyn, a zistroas da Vro-Saoz e miz Genver 1522, hag a voe sachet evezh an holl warni e lez ar roue.
[kemmañ] Diskennidi
Mary Boleyn a vije e-touez he diskennidi tud evel Winston Churchill, P G Wodehouse,[9][10] Elizabeth Bowes-Lyon, Diana, Princess of Wales, Sarah, Duchess of York, ha Charles Darwin.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Letters and Papers of the Reign of Henry VIII, X, no.450.
- ↑ Letters of Matthew Parker, p.15.
- ↑ Ives, pp. 15–17.
- ↑ Ives, p. 17; Fraser, p. 119; Denny, p. 27. Hervez an tri istorour e oa ar bugel henañ.
- ↑ Denny, p. 38
- ↑ Bruce, p. 13
- ↑ Weir, pp. 133 – 134
- ↑ See Letters & Papers viii.567 and Ives, pp. 16 - 17.
- ↑ Charles Mosley, Burke's Peerage and Baronetage, 107th edition
- ↑ [http://www.thepeerage.com/p3638.htm#i36379 thePeerage.com - Person Page 3638
[kemmañ] Lennadurezh
- The Life and Death of Anne Boleyn by Eric Ives (2004)
- Anne Boleyn: A New Life of England's Tragic Queen by Joanna Denny (2004)
- Divorced Beheaded Survived: A Feminist Reinterpretation of the Wives of Henry VIII by Karen Lindsey (1995)
- The Wives of Henry VIII by Lady Antonia Fraser (1992)
- The Six Wives of Henry VIII by Alison Weir (1991)
- Anne Boleyn by Marie-Louise Bruce (1972)