Mary Beaton

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Mary Beaton (1543–1598) a oa un dimezell eus noblañs Bro-Skos, kompagnunez d'ar rouanez Mary Stuart, hag unan eus ar Peder Mary a oa peder dimezell a enor d'ar rouanez vihan, gant Mary Livingston, Mary Fleming ha Mary Seton.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e 1543. Merc'h e oa da Robert Beaton, 4re Laird Criech, ha da Joanna Renwall, a oa dimezell gant ar rouanez Mary of Guise: pemp bugel a oa en tiegezh, an trede e oa Mary.
Ur voereb he devoa, Janet Beaton, ha honnezh a oa serc'h da James Hepburn, Kont Bothwell, hag a zimezo e 1567 d'ar rouanez Mary Stuart .[1] Pemp bloaz e oa e 1548 pa voe dibabet gant ar rouanez Mary of Guise da vezañ kompagnunez d'he merc'h Mary Stuart ha da vont d'he heul da Vro-C'hall.

Mary a oa, a lavared, koant ha tevik, meleganez, ha duik he daoulagad. Gant se e sachas evezh un den un tamm mat koshoc'h egeti. Ar Saoz Thomas Randolph an hini e oa.

Dimeziñ a reas da Alexander Ogilvy of Boyne e miz Ebrel 1566. Ur mab o doe e 1568, anvet James. N'ouzer ket hiroc'h diwar-benn he buhez.
Mervel a reas e 1598 da 55 bloaz.

Notennoù[kemmañ]

  1. Antonia Fraser, Mary, Queen of Scots, p.303


Lennadurezh[kemmañ]

  • Antonia Fraser, Mary, Queen of Scots, Dell Publishing Co., Inc. New York, March 1971

Liammoù diavaez[kemmañ]