Marshmallow

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Marshmallow

Marshmallow zo madigoù a gaver e Bro-Saoz hag e SUA. Gwechall e vezent graet diwar ur blantenn anvet malv-gwenn. Hiziv e vezont graet gant sukr ha gwenn-vioù, ha traoù all a bep seurt ouzhpenn .
Er stad c'hall e vez gwerzhet madigoù peuzheñvel anvet Chamallow, graet gant ar gompagnunezh Haribo.

Unan eus plijadurioù bugale ar broioù saoznek ma kaver ar madigoù marshmallow-se eo krazañ anezho e penn ur forc'hig a-us d'an tan pe ouzh un dommerez tredan, evel ma reont gant tammoù bara.

Lennegezh[kemmañ]

  • Anv zo eus marshmallow er ganaouenn Lucy in the sky with diamonds, gant The Beatles.