Marie-Louise Aostria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An impalaerez Marie-Louise Aostria, poltredet gant Gérard François Pascal Simon.
Marie-Louise Aostria, Dugez Parma, gant he mab Napoleon II

Marie-Louise Aostria, pe Maria Ludovica Leopoldina Francisca Theresa Josepha Lucia von Habsburg-Lothringen en alamaneg (Wien 1791-1847 Parma), a oa arc'hdugez Aostria, priñsez Hungaria ha Bohemia, eil pried Napoleone Buonaparte, impalaerez ar C'hallaoued (etre 1810 ha 1814), ha mamm da Napoleon II, ha dugez Parma, Piacenza ha Guastalla betek 1847.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa d'an 12 a viz Kerzu 1791 e Wien. Merc'h e oa d'an Impalaer santel Franz Iañ an Impalaeriezh Santel. Roet e voe da zimeziñ da Napoleon evit skoulmañ feuremglev Schönbrunn entre Bro-C'hall hag Aostria, a oa bet faezhet gant an arme c'hall en Emgann Wagram en 1809. En desped dezhi ez eas da chom da lez an impalaer gall , en Tuileries. ne oa ket karet an Aostrianez-se evel ma ne oa ket bet karet an Aostrianez all, marie-Antoinette, he moereb-kozh, dibennet ugent vloaz a-raok. . .



Harlu Napoleon[kemmañ]

Pa voe harluet he fried en Enez Elba en em gavas Marie-Louise gant Adam Albert von Neipperg, un den a fiziañs kaset gant he zad d'hec'h ambroug da-geñver ur weladenn da Aix-les-Bains. Ha setu an arc'hdugez a oa bet impalaerez c'hall da orgediñ ouzh ar c'hont aostrian.

Parma[kemmañ]

Goude faezhet Napoleon Iañ e 1815 ha harluet da Sainte-Hélène, e tegouezhas Marie-Louise e Parma, Piacenza ha Guastalla ha ganti Neipperg, a oa da vezañ kentañ ministr.

Genel a reas Albertine ur bloaz bennak goude ma oa erruet an dugez e Parma. Hogen evel ma oa dimezet Marie-Louise da Napoleon e oa bastardez Albertine. Anvet e voe Albertine, diwar anv-badez he zad, ha Montenuovo diwar italianekaat an anv Neuberg (eus Neipperg).


He bugale[kemmañ]