Mariana Victoria Spagn
Eus Wikipedia
Mariana Victoria de Borbón, gant Alexis Simon Belle.
Mariana Victoria de Borbòn (1718-1781), a oa infantez Spagn hag a deuas da vezañ Rouanez Portugal dre zimeziñ.
He buhez [kemmañ]
Merc'h e oa da Felipe V, roue Spagn, ha d'e bried Elisabetta Farnese. C'hoar henañ an infanted Maria Tereza Spagn ha Felipe de Borbòn e oa, ha dont a reas da vout Rouanez Portugal.
Dimeziñ ha bugale [kemmañ]
Dimeziñ a reas da José Iañ Portugal.
Pevar bugel o doe:
- Maria Iañ Portugal (1734-1816), Rouanez Portugal.
- María Ana de Portugal (1736-1813).
- Dorotea Francisca de Portugal (1739-1771).
- María Benedicta de Portugal (1746-1829), a zimezas en 1777 d'he c'henderv José de Portugal (1761-1788), priñs a Vrazil.