Maria Iañ Portugal
Eus Wikipedia
Maria Iañ Portugal (Maria Francisca Isabel Josefa Antónia Gertrudes Rita Joana de Bragança), ganet e Lisboa d’ar 17 a viz Kerzu 1734 ha marvet e Rio de Janeiro d’an 20 a viz Meurzh 1816 a voe rouanez Portugal adalek 1777 betek 1816, war-lerc’h he zad José Iañ. Lesanvet e oa A Piedosa pe A Pia (an Deolez), ken troet e oa gant ar relijion. E Brazil e voe graet Dona Maria, a Louca ( ar Follez) anezhi , dre ma oa aet he spered da stoupa goude marv he mab henañ pa he devoa nac’het e bikañ ouzh ar vrec’h abalamour d’he c’hredennoù relijiel.
Dimezet e oa d'ar roue Pedro III Portugal