Maria ar Yuzevez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Maria ar Yuzevez,hervez un engravadur er Symbola Aurea Mensae Duodecim Nationum (1617), gant an alkimiour alaman Michael Maier.


Maria ar Yuzevez pe Maria Hebraea pe Maria Prophetissa zo un alkimiourez eus an Henamzer, etre an IIIvet hag an IIvet kantved kent JK. Kontet eo da vezañ unan eus krouerien an alkimiezh.

Ganti e vije bet ijinet meur a venveg pe doare-aozañ en o zouez bain-marie, ar c'herotakis (« lestr serr ma vez lakaet follennoù kouevr ha metalioù gant aezhennoù a bep seurt ») hag an tribikos.

Mammskridoù [kemmañ]

Meneg eus Maria ar Yuzevez zo e skridoù Zosimos Panopolis, un Hellazad eus Alexandria, e dibenn an IIIde kantved, ar c'hoshañ skridoù diwar-benn an alkimiezh anavezet en deiz a hiziv. Ar skridoù -seavat n'int nemet menegoù hir eus komzoù oberourien gozh, evel ar ar pseudo-Demokrites pe Maria ar Yuzevez, anvet gantañ Mari, ken plaen ha tra, pe an Divina.




Notennoù [kemmañ]


Liammoù diavaez [kemmañ]