Mont d’an endalc’had

Marc Simon

Eus Wikipedia

An tad Mark Simon, ganet François Simon d'an 19 a viz Mezheven 1924 e Gwinevez ha marvet d'an 29 a viz Eost 2015, a zo ur beleg, manac'h ha levraoueger.

Skolajiad e voe e Skolaj Sant-Frañsez Lesneven eus 1934 da 1941. Mont a reas goude da gloerdi bras Kemper. Beleget e voe d'ar 1añ a viz Gouere 1947. E-pad un toullad bloavezhioù e voe beleg-skolaer e meur a skol gatolik eus Eskopti Kemper ha Leon.

E 1957 ez eas da Gervenead da vanac'h. Kaset e voe ar venec'h da Landevenneg goude. Seveniñ a reas kargoù kelenn e-pad ur pennad. E 1970 e voe fiziet ennañ Kronikenn Landevenneg (kelaouenn drimiziek). E 1983 e voe lakaet e karg eus levraoueg vreizhek an abati war-lerc'h an tad Grégoire Ollivier. Ar garg-se en deus bet betek fin e vuhez. Imbourc'hioù en deus graet diwar-benn istor Abati Sant-Gwenole Landevenneg.

Resevet en doa Kolier an Erminig e 2001.

  • Roll an izili, 2003, Skol-Uhel ar Vro