Marat Samsonov

Eus Wikipedia
Ur pennad Marat Sergeyevich Samsonov zo ivez.
Marat Samsonov
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia Kemmañ
AllegianceUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Anv-bihanMarat Kemmañ
Anv-familhSamsonov Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Meu 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhIrkoutsk Kemmañ
Deiziad ar marv7 Gen 2013 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
Lec'h douaridigezhTroyekurovskoye cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Grad milourelKoronal Kemmañ
BrezelTalbenn ar Reter Kemmañ
Tachennmilitary art Kemmañ
Prizioù resevetUrzh ar Steredenn Ruz, Medal "For Battle Merit", People's Painter of the RSFSR Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Marat Ivanovitch Samsonov ganet d'an 22 a viz Meurzh 1925 en Irkoutsk hag aet da Anaon e 2013 e Moskov, a oa ur milour, ul livour ha kizeller rusian. Brudet eo bet evel livour eus an Eil brezel-bed war dachenn Talbenn ar Reter. Un arzour marksour anezhañ, un dodenn en devoa hag a oa ar maouezed e-kerzh ar brezel. Savet en devoa un heuliad taolennoù gant an titl « Maouezed rusian ». E-touez ar re-se emañ Sister of Mercy [1]

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Samsonov a zo ganet en Irkoutsk e 1925. Mab e oa d'ar c'homandant Ivan Vasilyevich Samsonov, marvet e 1944 e-kerzh Seziz Leningrad. Ar familh a oa bet a warnizon da warnizon dre an URSS, se gant ar fed e oa bountet war an izili da dresañ en doa roet awen d'e c'hoant bezañ arzour. Evel an tad e oa deuet da vezañ milour met hep disoñjal e c'hoantoù da vezañ un arzour un deiz bennak. Kemeret en doa perzh en un toullad emgannoù war an talbenn betek kemer perzh e Dibunadeg an Trec'h e Moskov e fin ar brezel. Diplomet eo eus Skol vilourel teknikel Kalinine 1946. Deuet e oa a-benn da vezañ degemeret en Akademiezh an Arzoù ha dont da vezañ ul livour puilh. A-bep seurt temoù a zo bet livet gantañ, dreist-holl reoù brezel hag istorel (Emgann Stalingrad, al Lu Ruz o stourm en Eil Brezel-bed, Brezel Vietnam, Brezel Afghanistan) met ivez ar gwirvoud sokialour ha betek poltredoù noaz [2]. Un dodenn a oa gantañ hag a oa hini ar maouezed hag o flas er gevredigezh ha dreist-holl e-kerzh ar brezelioù.

Evel milour en doa tizhet ar renk a goronal a-raok mont war e leve.

Eus e zaou veaj da Vietnam e-pad ar brezel en doa savet 200 tresadenn, ul lod anezho a vo adsavet evel livadurioù. Bet e oa bet o veajiñ dre URSS koulz hag e broioù all evel e Bulgaria, Hungaria, Mongolia, Italia, Bro-C'hall ha Bro-Spagn.

Familh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vab en deus bet, Aleksandr Samsonov hag Aleksei Grekov.

Oberennoù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heuliad taolennoù « Maouezed rusian »[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Buhez pemdez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al livour yaouank, 1949
  • Peizantezed yaouank vietnamamian, 1962

Kizelladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]