Manati Poblet

Eus Wikipedia
Manati Poblet.

Manati Poblet (Reial Monestir de Santa Maria de Poblet e katalaneg) zo un abati sistersian eus Katalonia, e-kichen Vimbodí, e Proviñs Tarragona.

Lakaet e voe sevel ar manati kentañ e 1149 gant Ramon Berenguer IV, kont Barcelona, ha fiziet e voe e menec'h eus abati Fontfreda, e-kichen Narbona (departamant Aude hiziv). E Manati Poblet e voe beziet rouaned Aragon, adalek Alfonso II (1157-1196) betek dibenn tiegezh Aragon er XVvet kantved.

Dont a reas an abati da vezañ pinvidik, dreist-holl er XIVvet kantved. Goude se ez eas war ziskar ha mont a reas ar venec’h kuit e 1835. Labourioù adkempenn a voe graet adalek 1930 ha sakret e voe iliz an abati a-nevez e 1940. Neuze e teuas ur strollad menec'h sistersian di d’en em staliañ.

E 1991 e voe lakaet ar manati war Roll Lec’hiennoù ar Glad Bedel gant UNESCO.