Magtech

Eus Wikipedia
Ur voestad kartouchennoù .22 Long Rifle produet gant Magtech.

Magtech zo un embregerezh vrazilian krouet e 1990 hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel. Gantañ e vez produet kartouchennoù evit ar sportoù tennañ dreist-holl. Perzh eo eus ar strollad CBC Global Ammunition a zo ivez perc’henn war an embregerezhioù CBC (Companhia Brasileira de Cartuchos, munisionoù evit an armeoù) ha Sellier & Bellot (eus Tchekia) a brodu munisionoù evit ar chaseourien hag ar sportoù tennañ.[1]

Labouradegoù ar merk a zo e Brazil, met ul lec'h-produiñ a gaver ivez er Minnesota (Stadoù-Unanet) evit pourvezañ ar marc'had amerikan.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) About us war lec'hienn Magtech (lennet d'an 02/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan