Magalona

Eus Wikipedia

Magalona (Maguelone e galleg) zo ul lodenn eus kumun Vilanòva de Magalona (Hérault). Un enezenn volkanek e oa gwechall gozh, staget ouzh an douar-bras gant un erv draezh. Un iliz-veur romanek zo e Magalona, iliz-veur Sant Pêr ha Sant Paol.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gêr e oa er genoù ar stêr Lez, ha war Stang Thau, 6 km er c'hreisteiz da Montpelhièr.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Castellum Latara (Pomponius Mela, Chor. II, 5)
  • Lattarenses (enskrivadur, AE, 1966, n° 247)
  • Magalona (Ravennatis anonymi cosmographia)
  • Magalonensis Urbs (Juluan a Doledo, 13)
  • Magalona (Provinciale visigothicum, CC, 175, p. 426 ha 428)
  • ecclesia sancti Petri Magalonensis (skrid-testeni Loeiz an Deol)

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv zo eus Magalona da vare un ergerzhadeg gant an dug Paulus a-enep kont Nimes hag eskob Magalona[1]. Un eskopti zo bet krouet eno, war-dro 506-589. Distrujet eo bet gant Karl Martel e 733[2]. Magalona a oa bet distrujet war urzh Loeiz XIII e 1633. Staget eo bremañ ouzh Vilanòva de Magalona.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • J. Rouquette et A. Villemagne, Cartulaire de Maguelone, 4 tomes, 1912
  • J. Rouquette et A. Villemagne, Bullaire de l'église de Maguelone, 2 tomes, 1914
  • Fevrier, Paul-Albet & Barral i Altet, Xavier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule des origines au milieu du VIIIè siècle. VII. Province ecclesiastique de Narbonne (Narbonnensis Prima). De Boccard. 1989
  1. Juluan Toledo, Historia Wambae, 13)
  2. M.-N. Bouillet. p. 1100