Maen ar Boudiged
Eus Wikipedia
Maen ar Boudiged, La Roche-aux-Fées e galleg, a zo ul liac'hven en Ezieg, e gevred Bro-Roazhon.
[kemmañ] Mojennoù
Hervez ar vojenn e vije bet savet gant boudiged hag an hini a zistrujje anezhi a varvje e-kerzh ar bloaz. Degaset o dije ar vein eus pemp kilometr alese en o zavañjeroù.
Evit ar re yaouank a fell dezho dimeziñ ez eo maen ar boudiged un doare da c'houzout hag-eñ int graet an eil evit egile. Graet e vez tro ar savadur en ur gontañ an niver a vein. Mont a ra ar paotr dre an tu dehou, hag ar plac'h dre an tu kleiz, ha kontañ a ra pep hini an niver a vein. Pa'n em gav an eil a-dal d'egile goude graet an dro e vez keñveriet ar c'hontoù:
- m'o deus kavet ar memes niver: mat-kenañ e vo an traoù evito;
- ma'z eus un diforc'h a zaou: mat a-walc'h e vo an traoù;
- un diforc'h brasoc'h eget daou: gwell eo dezho dispartiañ.