Luz Casal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

María Luz Casal Paz, anavezetoc'h evel Luz Casal, zo ur ganerez c'halizat ganet d'an 11 a viz Du 1958 e Boimorto, e Galiza (e rannvro A Coruña). Tremen a reas he yaouankiz en Asturiez avat, en Avilés ha Gijon.


Taolenn

[kemmañ] Brud

Dleout a ra he brud hollvedel d'ar ganaouenn vec'hikan Piensa en mi, savet en 1937 gant Agustín Lara hag a glever e film Pedro Almodóvar embannet e 1991 Talons aiguilles.


[kemmañ] Micher

Luz avat n'eo ket plac'h ur ganaouenn hepken, p'emañ gant he micher abaoe hec'h ugent vloaz. Goude rock ar bloavezhioù 1980 he deus kanet ar bolero, ar gwerz mod ar vro. Er bloavezh 2004 e oa bet embannet he 10-vet pladenn. Kanet he deus e spagnoleg Duel au soleil, skrivet gant Étienne Daho (Un nuevo dia brillara), hag Octobre, kanaouenn Francis Cabrel, deuet da vout Octubre ganti.

[kemmañ] Breizh

Pedet e oa bet da zont da ganañ d'ar Festival Interceltique de Lorient e 2010 met nac'het he doa dont dre ma oa taget gant ar c'hrign-bev.
E 2011 avat e oa deuet ha graet berzh.

[kemmañ] 2011

Deuet eo Luz en-dro war al leurinier. Kanañ a ra Un nuevo día brillará (Un deiz nevez a splanno), azasadenn eus ur ganaouenn gant Etienne Daho, eeunoc'h ha fromusoc'h eget ar c'han orin.

[kemmañ] He fladennoù

  • El ascensor (1980)
  • Luz (1982)
  • Los ojos del gato (1984)
  • Luz III (1985)
  • Quiéreme aunque te duela (1987)
  • Luz V (1989)
  • A contraluz (1991)
  • Como la Flor Prometida (1995) ( tremen 800.000 pladenn gwerzhet)
  • Pequeños y Grandes éxitos (1996)
  • Un mar de confianza (2000)
  • Con otra mirada (2002)
  • Sencilla Alegría (2005)
  • Pequeños, medianos y grandes éxitos (2005)
  • Vida toxica (2008)
  • La pasión (2009) (+240.000 pladenn gwerzhet etre Spagn ha Gall)

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all