Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg (1800–1831)

Eus Wikipedia
Poltred Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg, gant William Corden, e 1844 (Kastell Greinburg).

Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg (1800–1831) a oa ur briñsez alaman, ha kentañ pried an dug Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha‎. Mamm e oa d'ar priñs Albert‎, a zimezas d'ar Rouanez Victoria.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h nemeti an duged August von Sachsen-Gotha-Altenburg (1772-1822) ha Luise Charlotte von Mecklenburg-Schwerin (1779-1801), e bried kentañ, e oa Luise. Anv-badez he mamm eo a voe roet dezhi.

Dimeziñ a reas e miz Gouhere 1817, da 17 vloaz, da Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha‎ (1784-1844), 16 vloaz koshoc'h egeti (ha pemp bloaz yaouankoc'h evit he mamm): yaouank, speredek, ha kenedek, e oa ar plac'h nevez, a-hervez. Gwallevurus e oa Luise avat gant he fried kalz koshoc'h eviti. Troet e oa Ernst da verc'heta, ma stagas-hi da baotreta ivez.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vab o doe:

Torret he dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1824 e tispartias an daou bried, ha rankout a reas dilezel he mibien. Ofisiel e voe an torr-dimeziñ e miz Meurzh 1826.

E 1825 e tegouezhas ganti un darn eus dugelezh Sachsen-Gotha, met gant he fried eo ez eas a-benn ar fin, ma teuas dugelezh Sachsen-Coburg-Saalfeld da vezañ dugelezh Sachsen-Coburg-Gotha.

Addimeziñ e kuzh a reas neuze e miz Here 1826, d'ar baron Alexandre von Hanstein (1804-1884). Pa voe anavezet an dimeziñ-se e voe tennet pep gwir war he bugale diganti.


He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas gant ar c'hrign-bev da 30 vloaz.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (de) Rosemarie Barthel, Prinzessin Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg. Stamm-Mutter des englischen Königshauses, Quelleninventar mit ausgewählten Dokumenten des ThStA Gotha, dans Schriften des Thüringischen Staatsarchivs Gotha, 2009, Patrom:ISSN
  • (en) Charles Grey. The Early Years of His Royal Highness The Prince Consort. New York: Harper & Brothers Publishers, 1868.
  • (en) Stanley Weintraub, Uncrowned King: The Life of Prince Albert. London: John Murray Inc. 1997. ISBN 0719557569.