Luise von Mecklenburg-Strelitz

Eus Wikipedia
Luise von Mecklenburg-Strelitz e 1801
Ar rouanez Luise, eoullivadur gant Josef Maria Grassi er bloaz 1802
Skritur ar rouanez

Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776–1810), a oa pried Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia. Karet e oa kenañ, dremmet eus ar c'haerañ, ha brudet evel ar Rouanez Luise. He barr he brud e voe e-pad ar brezel ouzh armeoù gall Napoleone Buonaparte.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e 1776. Merc'h e oa da Karl II Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklemburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782). Bugelig e oa pa varvas he mamm, ma addimezas he zad d'e c'hoar-gaer. Adalek 1786 (10 vloaz e oa) e voe savet Luise hag he c'hoarezed gant o mamm-gozh, e Darmstadt. D'o c'helenn e oa ur c'houarnerez protestant Salomé de Gélieu, eus Neuchâtel (a oa da Brusia neuze), ha gallegerez. Ar galleg e oa yezh an noblañsed alaman uhel etreze, met rannyezh Hessen a gomze ivez, pezh a veze kavet souezhus gant tud Berlin, ha poan he deveze o skrivañ alamaneg difazi. Klav-kerdin ha telenn a ouie son, tresañ a rae, metne oa ket bet skoliadez gwall vat. Ar relijion avat a blije dezhi.

E miz Kerzu 1793 e timezas d'ar priñs danvez-roue Prusia, Friedrich Wilhelm III Prusia hag e teuas da vout rouanez Prusia en 1797. Bec'h he doe o kendrec'hiñ he fried d'ober brezel da Napoleon, pa ne felle ket dezhañ mont a-du gant ar priñs Louis-Ferdinand Prusia hag e vinistr Karl August von Hardenberg.

Mont a reas kalonek da-heul arme Prusia, evit brasañ plijadur ar soudarded, met goude Emgann Jena e rankas tec'hel rak armeoù an alouber. E miz Kerzu 1806 e oa e Königsberg hag eno e tapas an typhus. E miz Gouhere 1807, e-pad Kendiviz Tilsitt e teuas a benn da vout resevet gant Napoleon evit klask skañvaat ar bec'h lakaet gantañ war Alamagn trec'het, hogen en aner.
Tapout a reas droug en he skevent, ha mervel a reas e miz Gouhere 1810, p'edo oc'h ober ur weladenn d'he zad e kastell Hohenzieritz e-kichen Neustrelitz.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred ar roue Friedrich Wilhelm III Prusia hag ar rouanez Luise.

Dek bugel he doe, seizh a vevas:

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]