Frederig Gwilherm IV Prusia

Eus Wikipedia
Friedrich Wilhelm IV. von Preußen, 1847

Frederig Gwilherm IV Prusia, en alamaneg Friedrich Wilhelm IV von Preußen ( 1795 – 1861), a oa mab henañ Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia, ha Luise Mecklenburg-Strelitz, ha c'hwec'hvet roue Prusia. Ren a reas war-lerc'h e dad, adal 1840 betek 1861. En personel e oa ivez priñs Priñselezh Neuchâtel (1840–1857).

Dimeziñ a reas da Elesbed Ludovika Bavaria, met bugel ebet n'o doe. E vreur Wilhelm Iañ Alamagn a renas war e lerc'h.