Louis-Ferdinand Céline

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Louis-Ferdinand Céline (tresadenn.)

Louis-Ferdinand Céline (berraet e Céline hepken alies) eo anv-pluenn Louis Ferdinand Destouches, ur skrivagner gallek eus an XXvet kantved. Ganet eo d'ar 27 a viz Mae 1894 e Courbevoie (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 1añ a viz Gouere 1961 e Meudon (Bro-C'hall). Ar skrivagner gallek eus an XXvet kantved troet ar muiañ er yezhoù all war-lerc'h Marcel Proust eo Céline. Dont a ra e anv-pluenn eus anv-bihan e vamm-gozh a-berzh mamm. Lakaet eo da vezañ unan eus skrivagnerien bennañ an XXvet kantved p'en deus degaset un doare nevez da skrivañ lennegezh koulz ha galleg. Dael a vez avat en-dro d’an den ha d’e oberenn abalamour da skridoù enepyuzev ha d’e emzalc'h e-pad an Eil brezel-bed.

Oberoù[kemmañ]

Romantoù[kemmañ]

Flemmskridoù[kemmañ]

War-bouez Mea Culpa, n'eo ket bet adembannet ar flemmskridoù, war urzh e intañvez. N'eus forzh penaos emaint dindan an dekred-lezenn Marchandeau, eus 1939, ha lezenn Pleven, eus 1972, savet da herzel ouzh ar gasoni a orin gouennel.

Skridoù arall[kemmañ]

  • La Vie et l'œuvre de Philippe Ignace Semmelweis, Simon, Rennes, 1924
  • Entretiens avec le professeur Y, Ed. Gallimard, Paris, 1955
  • Arletty, jeune fille dauphinoise, La flûte de Pan, Paris, 1983
  • Préfaces et dédicaces, Du Lérot, Tusson, 1987
  • Histoire du petit Mouck, Editions du Rocher, 1997
  • L'Église, Ed. Denoël & Steele, Paris, 1933
  • Foudres et flèches, Ed. F. Chambriand, Paris, 1948
  • Scandale aux abysses, Ed. F. Chambriand, Paris, 1950
  • Ballets sans musique, sans personne, sans rien, Ed. Gallimard, Paris, 1959. Kavout a reer el levrennoù-se ar barrezioù La Naissance d'une fée, Voyou Paul, brave Virginie ha Van Bagaden qui figuraient déjà dans Bagatelles pour un massacre, ainsi que Foudres et flèches et Scandale aux abysses.
  • Progrès, Ed. Mercure de France, Paris, 1978