Lotar (roue Frankia ar C'hornôg)
Lotar (war-dro 941 Laon - 2 a viz Meurzh 986 Laon), a oa roue ar Franked, an anv a gemere rouaned Frankia ar c'hornôg, eus 954 betek 986. Lothaire de France a vez graet anezhañ e galleg: ne oa ket eus Bro-C'hall na Frañs en amzer-se.
Mab e oa da Loeiz IV Tramor, roue ar Franked, ha da c'h-Gerberga Saks. Kurunennet e voe d'an 12 a viz Du 954 en abati Reims gant an arc'heskob Artaud. Ne fellas ket dezhañ rannañ tra gant e vreur Karl, a voe roet dugelezh Lotringen Izel dezhañ e miz Mezheven 977 gant e genderv Otto II Germania.
Minorelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E eontr Bruno, arc'heskop Köln ha breur an impalaer Otto Iañ, a voe tutor dezhañ goude marv Loeiz IV.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare ren Lotar e kreskas galloud Otto Iañ, roue Germania, a aloubas Italia ha reiñ talvoudegezh en-dro d'an titl a impalaer.
Enebiezh a savas etre an div rouantelezh dre ma c'hoantae Lotar kaout Loren. Brezel a savas e 978 etre roue ar Franked hag Otto II. Lakaet e voe Aix-la-Chapelle en arigrap gant Lotar, met ret e voe dezhañ tec'hel kuit ha distreiñ da Bariz evit bezañ dindan gwarez e genderv Huon Capet.
E 984 e voe breskaet galloud Germania dre ma oa marvet Otto II ha ne oa e hêr, Otto III, nemet 3 bloaz. Lotar a dennas splet eus se evit aloubiñ Verdun.
Gwragez ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Digant ur serc'h a vije bet c'hoar d'ar c'hont Robert, maer ar palez gant e vreur Karl Lotaringia, en doe daou vastard:
- Arnoul pe Arnould (a-raok 967 - † 1021), arc'heskob Reims
- Richarzh († goude 991)
Dimeziñ a reas da Emma Italia (Emme) (948 † 988), merc'h da Lotar Arle, hag he dije kontammet anezhañ. Daou vab o doe:
- Loeiz V roue ar Franked (967 - † 987)
- Eudes, pe Otto, chaloni e Reims (970 - † 985)
Ne deuas ket a-benn da sevel emglevioù efedus a-enep e gevezerien .En aner e klaskas lakaat harz da c'halloud dug ar Franked, Hugues Veur, ha da hini e vab Huon Capet war e lerc'h.
E 985 e kasas un arme da gemer Verdun, Pa oa o vont da gas e arme a-enep kêrioù Liège ha Cambrai e varvas e kêr Laon d'an 2 a viz Meurzh 986. Beziete voe e Saint-Remi e Reims.
En e raok: Loeiz IV |
Rouaned ar Franked 954 – 986 |
War e lerc'h: Loeiz V |