Lostenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ul lostenn verr roz
Ul lostenn verr c'hlas
Lostennoù hir, e 1913
Ul lostenn hir, e 2007

Ul lostenn, pe sae-dindan, pe brozh-dindan, zo ur pezh dilhad-dindan a vez lakaet gant ar merc'hed dindan ur sae ( sae-dindan) pa vez hir, pe dindan ur vrozh (brozh-dindan), pa vez berr.


Divilgin e vezont atav, skoazigelloù moan outo pa vezont hir. E niloñs, satin, seiz, e vezont graet, dantelezh outo peurvuiañ.

War-dro 1890 e voe gwelet ar re gentañ. Tennañ a ra a-walc'h ar sae-dindan d'un hiviz-noz. [1]


Perak gwiskañ ur sae-dindan[kemmañ]

Gwisket e vez al lostennoù pe dre ma'z int tommoc'h, pe dre ma'z eo re rust danvez ar saeoù d'ar c'hroc'hen, dreist-holl ar saeoù gloan , pe evit ma tivilho bravoc'h ar saeoù warno. Hag ivez evit mirout ouzh an dour-c'hwezh da labezañ ar saeoù koustus lakaet warno, pe evit mirout a ziskouez dilhad-dindan dindan ur sae re dreuzwelus.

Sorc'hennoù gwazed[kemmañ]

War a seblant ez eus un toullad gwazed sorc'hennet gant ar seurt dilhad-merc'hed pa vezont dantelezhet.

Lennadurezh[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • Barbier, Muriel & Boucher, Shazia (2003). The Story of Lingerie. Parkstone. ISBN 1-85995-804-4
  • Saint-Laurent, Cecil (1986). The Great Book of Lingerie. Academy editions. ISBN 0-85670-901-8

Notenn[kemmañ]

  1. Le vêtement, M.N. Boutin-Arnaud, S. Tasmadjian, Embannadurioù Nathan, 1997. ISBN : 2-09-182472-0