Longskate

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ul longskater

Al longskate a zo ur plankenn-ruilh hiroc’h eget ar skateboard, gantañ e c’heller mont kalz buanoc’h eget gant ur skate klasel, hiroc’h ha stabiloc’h eo neuze. Arabat eo meskañ al longskate gant al longboard hag a zo ur plankenn surf. E 1970 a oa bet krouet gant tud eus Kalifornia pa veze diank ar gwagennoù dezho. Klasket eo bet ganto adkavout santadurioù ar surf war ur plankenn a ruilh war an douar.

Lodennoù al longskate[kemmañ]

Ar plankenn (pe board)[kemmañ]

Ul longskate 40 meudad

Bez' ez eus ur rummad liesseurt-tre a blankennoù, meur a stumm a hirder ha ledander o deus hervez an ezhommoù. Savet eo gant meur a zanvez evel koad, bambouz, gwiennoù gwer pe rousin proxy.

An trucks[kemmañ]

Evel er skateboard eo an trucks al liamm etre ar plankenn hag ar rodoù. Bez' ez eus daou drucks war bep plankenn. Bez ez eus mentoù disheñvel hervez an ezhommoù. An aliesañ e kemm ar vent etre 150mm ha 250mm ledander.

Ar rodoù[kemmañ]

Graet int en uretan, treuzkiz ar rodoù a zo etre 60mm ha 100mm. Implijet e vez ar rodoù bras evit mont buan, er c’hontrol ar rodoù bihan a zo kentoc’h evit mont er straedoù pe evit un implij liesseurt. Bez' ez eus un diforc’h a galeter etre 70A ha 100A. 70A a zo ar rodoù blot kentoc’h ha 100A rodoù kalet tre.

Ar grip[kemmañ]

Servij a ra ar grip da virout ouzh an treid da ripañ er-maez eus ar plankenn. Staget eo ouzh ar plankenn evel ur seizenn-beg vras a stag kreñv a-walc'h evit mirout outañ a vont kuit. Gant ar grip e vez uzet buan ar botoù.

An implij[kemmañ]

Krouet ez eus bet plankennoù longskate disheñvel evit kement implij a zo.

Crusing: ar plankennoù-se a zo graet evit ober baleadennoù hag un implij liesseurt. Da skouer evit mont da gerc'hat bara pe evit mont da di ur mignon a zo o chom nepell. Posupl eo ober un nebeud carving gant ar plankennoù-se.

Carving: un doare da ruilhañ evel ar surf gant troioù-korn berr. Ar plankennoù-se a vez an aliesañ hir hag an trucks a zo gwevnoc'h.

Carving

Downhill: graet eo evit ruilhañ war an hentoù betek 100km/h. Ar plankennoù-se a zo kaletoc'h, pounneroc'h hag izeloc'h eo evit bezañ stabiloc’h. An tizh ofisiel uhelañ a zo 108.8 km/h hag an tizh nan ofisiel uhelañ a zo tro-dro da 125 km/h gant Kevin Reimer.

Downhill

Slalom : ar plankennoù slalom a zo berroc'h eget ar re all, tennañ a reont d'ar skate. Strizh ha fin int evit gellout cheñch stur war verr hirder.

Boardwalking: plankennoù hir-kenañ (betek 1m80) evit adober efedoù ar surf longboard.

Bowl: plankennoù graet nemetken evit ar bowl. Kalet, berr ha ledan int.

Slide: ur plankenn diazezet war ar slide eo, berr a-walc'h ha ledan-kenañ gant ur kicktail hag un nose.


  • An trucks a zo disheñvel diouzh ar re implijet er straedoù gant ur skateboard. Ur wech ouzhpenn eo ledan-tre an niver a drucks ez eus tu da implij, klotañ ar ra gant kement implij a zo. Al ledander a c'hell cheñch etre 100mm(evit ar slalom) ha 215mm(evit an diribin) met kemm a ra ivez hervez ledander ar plankenn.
  • Ar rodoù a vez an aliesañ ledanoc'h ha gant un treuzkiz brasoc'h eget ar re implijet er straedoù (etre 60 ha 100mm), tanavoc'h evit ar cruising pe an diribin (75-85A) pe kaletoc'h evit ar bowl hag ar slide (85-97A).

Ar c'henstrivadegoù[kemmañ]

Al longskate a zo ur sport ma'z eus meur a seurt kenstrivadegoù. E Bro-C'hall ez eus kenstrivadegoù downhill hag ur c'hampionad slalom. Bez ez eus meur a longskatour eus Bro-C'hall pe Breizh a zo anavezet a-drugarez d'o live mat er c'henstrivadegoù (meur a gampion bedel a vez bep bloaz).

  • Kenstrivadeg Bro-C'hall dowhill ma stroller al longskatourien, ar streetluge, ar buttboard, ar skullboard hag ar roller. Al lec'hioù pouezus ma vez aozet ar genstrivadeg a zo : le col d'Izoard abaoe 2006 hag er Peyragudes, er Pireneoù e 2008.
  • Kenstrivadeg Bro-C'hall slalom ma stroller ivez meur a dachenn : tight, special, géant ha super géant. Bez' eus bet meur a brantad brudet er c'henstrivadegoù 2001 en Antibes betek ar Paris Slalom World Cup en Trocadero.

Bez ez eus un nebeud kenstrivadegoù slide ivez.

An "tricks"[kemmañ]

An "tricks" a zo fiñvoù pe lammoù graet gant ul longskate pe gant ar skate. Evel el longboard (surf), an "tricks" a zo diazezet war an emzalc'h kentoc'h eget war al lammoù (da skouer : n'eo ket graet ar plankennoù-se evit an "ollie"). Krouet ez eus bet gant al longskatourien ur rummad ledan a "dricks", an aliesañ eo ar slide (front ha back da skouer).

Listenn ar slide[kemmañ]

  • back slide : adkas penn-adreñv ar plankenn war an diabarzh (betek ennoc'h).
  • front slide : diaesoc'h eo, ret eo bountañ penn-adreñv ar plankenn war an diavaez.
  • reverse front pe back slide : ret eo ober ur slide ha dont en dro evel a-raok gant ur fiñv kontrol.
  • coleman slide : ur front slide gant un dorn war al leur hag an hini all evit kaout tizh.
  • toe slide : back slide gant an daou zorn war al leur.
  • toe slide 360° : un toe slide en ur ober un dro warnoc'h hoc'h-unan.
  • le power slide : slide war sav e frontside pe backside.
  • le bert slide : tenet eus Larry Berthleman (surfour). Ar Z-Boys o deus lakaet ar slide-se da glotañ ouzh ar straed e goudroñs. Ret eo ober ur slide, tost tre ouzh al leur, gant un dorn war al leur hag an hini all en aer. Tu zo ober anezhañ e frontslide (a-dal an diribin) pe e backside (ar c'hein stouet en adreñv).

An tricks old school(doare gozh) e longskate[kemmañ]

  • le bert slide : ur slide eus penn kentañ ar skate eo, emañ o tont eus Lay back (ur surfour) met e-lec'h adpignat ar wagenn en tu kontrol anezhi e vez graet ar memes tra war un diribin.
  • boneless : an tricks-mañ a vez gwelet e videoioù kentañ ar skate e mare Stacy Peralta hag ar Bones Brigade. Ret eo sevel ar plankenn gant an daouarn evit tremen a-us d'ar skoilhoù. D'ar mare-se ne anavezent ket an ollie a servij d'ar memes tra met hep derc'hel ar plankenn gant an daouarn hag hep lakaat an troad war al leur. Diaes-tre eo ouzhpenn pa vez klasket ober mat. Ret eo neuze, en ur ruilhal, stouiñ, kemer krog er plankenn gant un dorn hag er memes tro e vez riklet an troad war al leur ha bountet warnañ evit bezañ en aer un tamm a-us d'an douar. Evit douarañ e vez laosket ar plankenn da gouezhañ hag adlakaet an treid warni. Meur a variadenn a zo da skouer ur boneless 180°, 360° pe gant un dorn all ouzhpenn.
  • Shove-it : un tricks all a zo graet e longskate. Ret eo treiñ warnoc'h a unan eus 180° en ur lammat.
  • Slape Shove-it: ur shove-it met, erruet e-kreiz an tricks, e vez skoet ar plankenn war al leur.

Diaesoc'h eo ober tricks zo gant ul longskate, graet int evit ar skate dre m'eobrasoc'h, ledanoc'h ha pouneroc'h ar plankennoù longskate met al longskatourien ampart a c'hell memestra en ober.

Ur sport risklus[kemmañ]

Ur sport risklus e chom al longskate memestra. Bez ez eus reolennoù er c'henstrivadegoù : ret eo kaout manegoù, tokarnoù-gwarez hag ul lisañs. A-wechoù ec'h implij al longskatourien memes gwarezioù hag hini ar marc'h-tan. Evit ar re a grog eo aliet lakaat ilinwisk, manegoù, tokarnoù-gwarez. Ret eo kontañ 110€ da nebeutañ ha 490€ d'ar muiañ evit kaout an holl warezioù (tennet eus Rennes Longskate).

Gwirioù implijerien al longskate[kemmañ]

Hervez al lezenn o deus al longskatourien memes gwirioù hag an dud war droad dre ma n'eus lezenn ebet graet evito. Dre vras eo sanset d'un den hag a implij ul longskate pe ur skateboard chom war vord an hent, a-gleiz (tu ar re a vale). Ouzhpenn eo sañset d'al longskatour implij treuzenn ar gerzhourien ha doujañ d'ar gouloù ruz.

Liammoù[kemmañ]

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]