Llanbadarn Fawr

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur bajenn disheñvelout Llanbadarn zo.
Iliz parrez Llanbadarn Fawr, gouestlet da sant Padarn ; un iliz eus 1257.

Llanbadarn Fawr zo ur gêriadenn gembreat zo stag ouzh Aberystwyth e Ceredigion. Er reter da greiz-kêr Aberystwyth emañ.

Istor ha savadurioù[kemmañ]

E-touez ar savadurioù dibar zo e Llanbadarn Fawr emañ an iliz-parrez, gouestlet da sant Padarn pe Padern, un iliz vistr, romanek darn anezhi, savet en XIIIvet kantved e-lec'h un iliz koshoc'h bet savet gant sant Padarn (Paternus) er VIvet kantved.

Er vered, e-kichen an iliz, emañ bez ar c'heltiegour breizhat Arzel Even, a dremenas un darn eus e vuhez e Kembre.

Dre Llanbadarn Fawr e tremen an tren bihan a ya eus Aberystwyth da Bontarfynach, a-hed ar stêr Rheidol.

Tud brudet[kemmañ]

  • Dafydd ap Gwilym, ur barzh kembraek eus an XIIIvet kantved, a voe o vevañ e Llanbadarn Fawr. En unan eus e varzhonegoù anavezet, Merched Llanbadarn, e kont penaos e selle ouzh ar merc'hed en iliz e-lec'h selaou ar beleg.
  • Arzel Even, yezhour brezhonek, a zo interet eno.

Skeudennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]