Livioù panarab
Eus Wikipedia
Banniel an emsavadeg arab, ijinet gant ar Saoz Mark Sykes.
Al livioù panarab (pe livioù hollarab) eo ar ruz, an du, ar gwenn hag ar gwer, deuet diwar banniel emsavadeg arab 1916-1918. Kavet e vezont en ul lodenn vat eus bannieloù ar broioù arab.
- ar ruz a zeufe eus "tiegezh hachemit" Mohammad;
- an du a vefe evit Abbasided Baghdad (750-1258);
- ar gwenn a vefe evit Fatimided Kaero (969-1171);
- ar gwer a vefe evit Omeyyaded Damask (661-750).
Ar banniel gant bandennoù a-led ruz, gwenn, du (evel hini Egipt) a vez graet "Banniel an Dieubidigezh Arab" pe Banniel ar Reveulzi Arab anezhañ, ha lakaet eo bet da ziazez meur a republik, ha disteroc'h e vez plas ar gwer enno.
Bannieloù [kemmañ]
-
Republik Arab Unanet (1958–1961)
-
Egipt (1984-bremañ)
-
Emirelezhioù Arab Unanet (1971-bremañ)
-
Rouantelezh Iraq (1921–1959)
-
Republik Iraq (1959–1963)
-
Iraq (1963–1991)
-
Iraq (2008-bremañ)
-
Jordania (1920-bremañ)
-
Koweit (1961-bremañ)
-
Libia (1951-1969)
(2011-bremañ)
-
Libia (1969–1972)
-
Palestina (1964-bremañ)
-
Republik Demokratel Arab Sahraoui (1976-bremañ)
-
Siria (1932–1958 ha 1961–1963) (implijet bremañ gant enebourien ar renad)
-
Siria (1980–bremañ)
-
Somaliland (1996–bremañ)
-
Soudan (1970–bremañ)
-
Republik Arab Yemen (1962–1990)
-
Rep. Dem. Pobl. Yemen (1967–1990)
-
Yemen (1990–bremañ)