Little Big Adventure

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Little Big Adventure : Twinsen's Adventure
252
Embanner
Diorroer Adeline Software International
Aozer Frédérick Raynal
Rummad Troienn/Fiñv
Doare ar c'hoari Ur c'hoarier
Mekanikoù DOS, Windows, Playstation
Media Pladennig, CD-ROM
Kefluniadur D'an nebeutañ 33MHz 386
4 MB RAM (8 MB aliet)
11 MB spas dieub
kartenn video SVGA VEGA 256 liv gant 512 KB RAM
d'an nebeutañ MS-DOS 5.0
lenner CD-ROM
SoundBlaster
Kontroll Touchennaoueg, lanker


Little Big Adventure (pe Twinsen's Adventure ha Relentless) a zo ur c'hoari-video troienn-fiñv savet gant Adeline Software International e 1994 a yae en-dro d'ar mare-se war DOS nemetken. Ennañ e kinniger troioù kaer Twinsen war ar blanedenn Twinsun. Little Big Adventure 2, heuliadenn troioù-kaer Twinsen a voe savet un nebeud bloavezhioù goude.


Rakprezeg[kemmañ]

Ar c'hoarier a gemer plas Twinsen, a vev gant e dous, Zoé war enezenn ar wikadell. Twinsen a ra huñvreoù iskis abaoe ur pennadig amzer, met ar renad diktatour e plas en deus difennet an holl referañsoù d'ur vojenn gozh. E istor a chal anezhañ, ha lakaat a reont anezhañ e-barzh ur vinic'hi evit lakaat anezhañ da devel. Pa skampo kuit, dizoloiñ a raio eo galvet gant ur diougan evit saveteiñ ar bed.

Ar bed faltaziek[kemmañ]

Twinsun (e saozneg : heol gevellek) a zo ur blanedenn stabilaet etre daou heol. War tout ar c'heheder hag oc'h ober tro klok ar blanedenn, ez eus ur chadennad menezioù uhel anvet Hamalayi, gant erc'h ken stank ken eo diaes treuziñ anezhañ. Pep hanter douar a zo evel-se, bepred sklerijennet gant un heol (n'eus noz ebet).

Ar blanedenn a zo renet gant an doktor Funfrock. Dre e enklaskoù war ar c'hemmoù genetel, ar c'hlonañ robotoù hag ar pellgas, en deus diskleriet ur renad kriz d'ar bobl. Ar polis (klonoù pe get) a zo ouestlet penn-da-benn, hag a-drugarez d'ur rouedad telepod e c'hell buan-tre paouez ar re a stourm a-enep ar renad. An doktor en deus dilerc'hiet ar pobladur en hanterzouar norzh, o lavarout e oa ur c'hemm amzer hag euzhviled o spurmantiñ.

Ar bobl a huñvre er frankiz, ha reoù 'zo o deus aozet ur strollad stourmerien. Klevet e vez kaoz eus ur vojenn gozh war un doueez Sendell a zeufe da saveteiñ ar blanedenn.

Peder gouenn disheñvel deuet eus ar "fank orin" a gej etrezo :

Gameplay(Doare da c'hoari)[kemmañ]

Savet gant krouer Alone in the Dark ha gant ul lodenn vras eus ar memes strollad diorroadur, ar c'hoari a zo graet evit ur publik yaouankoc'h, dedennus e chom memes tra evit ar re koshoc'h. Kavet e vez ennañ memes doare teir ment an tudennoù, hag a fiñv, ar wech-mañ, en un endro brasoc'h ha kinniget en un doare izometrek. Fiñvoù an tudennoù a denn ivez da Alone in the Dark.

Kinnig doare c'hoari ar c'hoarier en deus cheñchet e-keñver Alone in the Dark. Kinniget eo an oberoù o vezañ liammet ouzh imor ar c'hoarier (a c'hell bezañ choazet etre "Boaz", "Sportour", "Tagadour", pe "Didrouz"). Evel-se, pa z'eo sportour an dudenn, e c'hell redek ha lammat, pa z'eo tagadour e c'hall tagañ.

An enrolladennoù meret ez otomatek gant ar c'hoari a c'hell bezañ lakaet evel un dra fall. Alies, lec'hiadur an enrolladennoù a o lakaet fall ha ne gemer ket e kont ez eus bet gwelet ur video dija, pe eo ret adkregiñ pennadoù hir a c'hoari.

Aergelc'h ar c'hoari a zo "cartoon"-tre evel c'hoarioù doare The Legend of Zelda: A Link to the Past (evit an dibaboù) ha Landstalker (evit an izometriezh), met tremen a ra en ur bed modernoc'h.

Tudennoù[kemmañ]

  • Twinsen : an haroz, fiñvet gant ar c'hoarier.
  • Zoé : gwreg Twinsen, kemeret eo gant ar polis e penn-kentañ ar c'hoari ha ret eo mont da glask anezhi.
  • Dino-Fly : aerouant nij a gomz, Twinsen a c'hell mont warnañ, met war hanterdouar norzh Twinsen nemeten.
  • Sendell : Doueez Twinsun, hi hag he c'heneilezed a vev e kalon Twinsun.
  • Jérôme Baldino : e LBA 1 e kej gant Twinsen ; ijinour bras, e berzh a zeu da vezañ brasoc'h e LBA 2.
  • Docteur FunFrock : ur meskaj etre ur gouiziek sot hag un diktatour ; enebour Twinsen eo hag e pal nemetañ a zo da gaout energiezh ar Sendell.

Traoù all[kemmañ]

  • Pa gemer Twinsen ar vag, e c'heller gwelout war ar bord ur galon, ha skrivet e-kichen « Adeline ».

Sellout ivez[kemmañ]