Frédérick Raynal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frédérick Raynal e Festival ar c'hoari video Montreuil e 2007.

Frederick Raynal, ganet e 1966, a zo unan eus pennoù meur ar c'hoari viedo gall. Labouret en deus evit Infogrames, Adeline Software International ha No Cliché, ha labourat a ra hiriv gant Ubisoft. Krouet en deus dreist-holl ar c'hoarioù Alone in the Dark ha Little Big Adventure, c'hoarioù anavezet tre er bloavezhioù 90.

Istor[kemmañ]

Anavezet eo e 1988 evit krouidigezh tresadennoù Pop-Corn. An torr-brikennoù-mañ roet digoust a zeu da vezañ anavezet e bed ar c'hoari-video.

Da heul ar c'hoari-mañ eo kemmeret gant Infogrames lerc'h ma savo Alone in the Dark. Ar c'hoari-mañ, anavezet evel unan eus ar gentañ survival horror, a zo ar c'hentañ c'hoari-video oc'h implijout tudennoù gant ur gwir 3D, e barzh endroioù 2D difiñv. Gant galloud an urzhiataerezhioù d'ar mare-se, ar mennoz oa dibar, ha den ebet ne grede e c'hallfe mont-en-dro.

Ne raio ket Frédérick pennadoù all ar rummad peogwir e zilez Infogrames a-raok embannadur an eil pennad evit krouiñ Adeline Software International e 1993 gant tud all Infogrames : Yaël Barroz, Didier Chanfray, Serge Plagnol ha Laurent Salmeron. Seblant a rae en defe Infogrames profitet deus youl Frédérick evit is-payañ anezhañ (Gounez a rae 6000 F. / miz) hag n'en defe ket gounezet kalz gant Alone in the Dark.

E 1994, Adeline Software International a embann e kentañ c'hoari : Little Big Adventure (Alies anvet "LBA") a zo bet gwerzet da muioc'h eget 350 000 skouerenn. Ha goude e embanno Time Commando ha Little Bog Adventure 2. Goude-se, Adeline Software Intternational a vo adprenet gant Sega e 1997 hag e deuio da vezañ No Cliché. An embregerezh en deus krouet c'hoarioù evit Dreamcast, dreist-holl Toy Commander, a zo deuet er maez e Europa gant ar goñsol. Hiriv an deiz, ne vez ket mui deus No Cliché.

Goude bezañ bet unan eus krouerien F4, Frédérick Raynal en defe krouet un embregerezh kuzul, Ludoïd. Labour a ra hiriv an deiz war ur raktres nevez gant ur strollad nevez, e kenlabour gant Ubisoft, e Montpellier.

Traoù all[kemmañ]

  • An 13 a viz Meurzh 2006, Frederick Raynal en deus resevet sign ar Marc'heg e Urzh an Arzoù hag al Lizherennoù
  • Paeron eo eus ar c'hentañ herouezadur an ENJMIN.

C'hoarioù savet gantañ[kemmañ]

E-unan[kemmañ]

Gant Infogrames[kemmañ]

Gant Adeline Software International[kemmañ]

Gant NoCliché[kemmañ]

Gant F4[kemmañ]

  • Trium Planeta (Nullet)

O sikour[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]