Lignezoù Harley
An Harleian genealogies, pe Achresau Harley e kembraeg, pe Lignezoù Harley e brezhoneg, a zo un dastumad lignezoù kozh miret er British Library, en Dornskrid Harley 3859 (pe Harleian MS 3859), hag a zo unan eus dornskridoù un dastumad anvet Harleian Collection. Ur vammenn a bouez eo al lignezoù-se diwar-benn istor ar Vrezhoned, ken en Hanternoz kozh ken e Kembre a-raok donedigezh an Normaned.
Un darn eus an dastumad, an dornskrid, a zo ennañ Annales Cambriae (Recension A) hag un doare eus an Historia Brittonum, ha bloaziet eus war-dro 1100.[1] Dre ma krog al lignezoù gant menegiñ lignezoù tad ha mamm Owain ap Hywel Dda (marvet e 988), e kreder e oa bet savet an danvez e-pad e ren. En dastumad e kaver ivez lignezoù rouaned all, eus Kembre pe eus an Hanternoz kozh, an Hen Ogledd. Darn eus al lignezoù a adkaver er Genealogies from Jesus College MS 20, lignezoù Kolaj Jezuz.
Taolenn |
Ar skrid [kemmañ]
Lenn ar skrid a c'haller enlinenn amañ: Full-text resources for ‘Dark Age’ history.
Lennadurezh [kemmañ]
- Nicholson, E. W. B. "The Dynasty of Cunedag and the 'Harleian genealogies'." Y Cymmrodor 21 (1908): 63-104.
- James, J. W. “The Harleian Ms. 3859 Genealogy II: The Kings of Dyfed down to Arthur Map Petr. died c. 586.” Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd 23:2 (1969), 143-52.
- Siddons, Michael. "Genealogies, Welsh." In Celtic Culture. A Historical Encyclopedia, ed. John T. Koch. 5 vols. Santa Barbara et al., 2006. pp. 800-2.
- Phillimore, Egerton (gol.). “Annales Cambriæ and Old-Welsh Genealogies from Harleian MS 3859.” Y Cymmrodor 9 (1888): 141-83. Testun diplomatig. PDF ar gael o Internet Archive; hefyd ar gael ar wefan Keith Fitzpatrick-Matthews.
- Bartrum, P. C. (cyf.). Early Welsh Genealogical Tracts. Caerdydd: Gwasg Prifysgol Cymru, 1966. Fersiynau golygiedig ar gael ar Wikisource a Celtic Literature Collective Mary Jones.
Pennadoù kar [kemmañ]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Siddons, "Genealogies, Welsh," pp. 800-2.