Leuegen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un diell war leuegen ha siellet, eus ar bloaz 1638.

Leuegen a vez graet eu kroc'hen al leueoù. Gwelloc'h ha finnoc'h eo pa vez graet diwar ul leue marv e korf e vamm-buoc'h.

Kroc'hen da skrivañ[kemmañ]

Er Grennamzer e veze implijet kroc'hen al leueoù marvet kenkent ha ganet d'ober golo an dornskridoù, pe parch da skrivañ warnañ. Priziet bras e oa al liv gwenn ha flourded ar c'hrec'hin-se.

Leuegen a vez graet eus lêr tanav implijet a geinañ levrioù.

Leuegen a vez graet ivez eus ur seurt paper kotoñs gwenn ha tanav implijet gant ar voulerien d'ober levrioù kaer. Graet e veze gwechall gant ur mekanik d'ober paper, ijinet en 1750 gant ar Saoz John Baskerville. Gwir leuegen n'eo ket ken avat.

Leugen n'a ket da goll[kemmañ]

War leuegen gwir (ha n'eo ket war baper kotoñs) e vez moulet hidif aktaoù Breujoù Breizh-Veur, evit ma vint miret mat. N'hall ket bezañ ur mennozh fall pa soñjer ez eus bet kavet e 2006, en un daouarc'heg en Iwerzhon, ul levr salmoù a oa sanket enni 1000 bloaz-pad ha deuet eo war wel en ur stad vat.

Botoù[kemmañ]

Hidif e vez graet botoù-lêr pompad gant leuegen dreist-holl.

Liamm[kemmañ]