Leonor Kastilha (1307-1359)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Leonor Kastilha (1307 - Castrojeriz,1359), a oa infantez Kastilha ha rouanez Aragon. Merc'h e oa da Fernando IV Kastilha el Emplazado ha da Constança de Portugal. Dimeziñ a reas da Alfonso IV Aragon el Benigno, roue Aragon ha mab da Jaime II el Justo.

Muntret e voe en 1359 e kreñvlec'h Castrojeriz war urzh he niz Pedro Iañ Kastilha el Cruel, roue Kastilha ha León, ha mab d'he breur , Alfonso XI Kastilha el Justiciero.

He zad a oa mab da Sancho IV el Bravo ha da María de Molina. He mamm a oa merc'h da Dinis Iañ, roue Portugal, ha d'e bried Santez Izabel Portugal .