Alfonso XI Kastilha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Alfonso XI Kastilha el Justiciero a oa roue Kastilha.

Taolenn

[kemmañ] Dimeziñ

Sot-pitilh e oa ar roue gant Leonor Núñez de Guzmán‎, un intañvez yaouank, kaerat maouez ar rouantelezh, hervez a skrivas-eñ en e gronik.

Dimezet e oa ar roue Alfonso XI e 1328 da Maria Portugal (1313-1357). Bugel ebet n'he doa bet ar rouanez e-pad pemp bloaz, ma oa bet lakaet a-gostez en ur c'hastell. A-benn ar fin o doa bet ur mab, Pedro e 1334. Dilezel e wreg hag e vab a reas Alfonso koulskoude d'ober war-dro e diegezh all. Douaroù a roas d'e vesterd, ha tost ken uhel e oa o renk evel hini ar rouanez hag an infant.

[kemmañ] E vugale

Gant Maria Portugal:

[kemmañ] Besterd

Dek bastard en doe gant e serc'h Leonor Núñez de Guzmán‎, hag unan anezho a voe Enrique II el de las Mercedes, tad Tiegezh Trastámara.

[kemmañ] Marv

Mervel a reas en 1350, e-pad seziz Gibraltar, gant ar vosenn . Maria¨Portugal a roas urzh da lazhañ Leonor dirak he bugale.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all