Lazhadenn John F. Kennedy

Eus Wikipedia
lazhadenn John F. Kennedy
muntr politikel, muntr, assassination, magnicide
ArvezJohn F. Kennedy Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
E tiriadDallas Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral Time Zone Kemmañ
Lec'hDealey Plaza Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°46′45″N 96°48′31″W Kemmañ
Deiziad22 Du 1963 Kemmañ
EfedExecutive Order 11130, Proclamation 3561, John F. Kennedy autopsy Kemmañ
Armamentfuzuilh, Carcano Kemmañ
BukennJohn F. Kennedy Kemmañ
A implijJohn F. Kennedy assassination rifle Kemmañ
OberourLee Harvey Oswald Kemmañ
ReuziedJohn F. Kennedy Kemmañ
Map

Lazhadenn John F. Kennedy a oa c'hoarvezet d'an 22 a viz Du 1963. John F. Kennedy, 35vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, a oa en ur charreadenn o tiskenn Dealey Plaza en Dallas, e Texas. Kennedy a oa en un oto gant e wreg Jacqueline, gouarnour Texas John Connally, hag e wreg Nellie, pa oa bet tennet warnañ adal ar savadur Texas School Book Depository gant an U.S. Marine Lee Harvey Oswald a-drugarez d'ur fuzuilh Carcano M38. Ar charreadenn kirri a oa bet trumm betek Parkland Memorial Hospital, lec'h ma voe disklêriet e oa marv ar prezidant Kennedy 30 munutenn goude an tennoù. Connally a oa bet gloazet ivez en dagadenn met dreistbevet en devoa. Ar besprezidant Lyndon B. Johnson a oa bet er galloud a-benn neuze.

Goude lazhadenn Kennedy, Oswald a oa distroet d'ar gêr evit pakañ ur bistolenn; tennet en doa war ur poliser eus Dallas J. D. Tippit nebeut amzer goude bezañ paket an arm. E-tro 70 munutenn goude bezañ tennet war Kennedy ha Connally, Oswald a voe harzet gant an Dallas Police Department ha rebechet dezhañ hervez lezenn Stad Texas evit muntroù Kennedy ha Tippit. Da 11:21 d'ar 4 a viz Du 1963, skipailhoù skinwel a filme Oswald o vezañ fiñvet dre pennlec'h polis Dallas, tennet e oa bet warnañ marvus gant perc'hen ur voest-noz eus Dallas Jack Ruby. Evel Kennedy, Oswald a oa bet kaset da Barkland Memorial Hospital, ha amrvet e oa buan eno. Ruby a oa bet rebechet dezhañ muntr Oswald, memes ma oa bet didamallet goude ur galv justis. Ruby a oa marvet en toull-bac'h e 1967 pa oa ur c'hortoz ur prosez nevez.

Muntr Kennedy a chom mammenn meur a senario posubl betek teoriennoù an irienn. Hervez ar sontadegoù, darn ar stadunaniz a soñj dezho ez eus bet un irienn evit lazhañ ar prezidant. Al lazhadenn-se a zo chomet ur gleizenn en istor ar vro. Bet e oa bet al lazhadenn gentañ eus un hollad pevar er bloavezhioù 1960 en SUA, daou vloaz a-raok lazhadenn Malcolm X e 1965, ha pemp bloaz a-raok lazhadennoù Martin Luther King Jr. ha breur Kennedy Robert e 1968. Kennedy a oa bet ar pevare prezidant stadunanat lazhet.