La Cigale

Eus Wikipedia

Evit ar sal sonadegoù e Pariz, sellit ouzh La Cigale (sal-abadennoù).

La Cigale zo ur vreserezh er Blasenn Graslin e Naoned, e-tal an opera.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberenn an tisavour priour naonedat Emile Libaudière eo. Savet eo bet er c'hiz Modern Style. Lidet e voe an digoridigezh d'ar 1añ a viz Ebrel 1895.

Dizamant e treuzas hanterenn gentañ an XXvet kantved daoust d'an daou vrezel-bed.

Dibabet e voe gant Jacques Demy evit filmañ Lola e 1961. Filmaozerien all en deus implijet ar c'hinkladur-mañ hep e bar.

Disklêriet e voe Monumant Istorel dre diferad ministrel e 1964. Iskisat tra, dont a ra da vezañ ur preti emservij d'ar mare-mañ. Kavout a ra he zavarn hag he c'hinkladur 1900 en-dro o vezañ renevezet e 1985.

Ul lec'h anavezet gant an holl Naonediz eo hiziv, ar preti brudetañ e kêr an Duked moarvat.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]