La Belle Paule

Eus Wikipedia
La Belle Paule, livet gant Rachou

Paule de Viguier, anavet ivez evel la Belle Paule (1518-1610), a oa un itron eus Toloza en Okitania ar XVIvet kantved ha brudet he c'hened.

Pa zeuas ar roue Frañsez Kentañ da Doloza en 1533 e voe pedet da gaout alc'hwezioù kêr, ha fest ha friko a voe.

Da reiñ an alc'hwezioù d'ar roue e voe dibabet ur goantenn 15 vloaz, Paule de Viguier. Kement e plijas d'ar roue ma voe anvet gantañ Belle Paule.

Pobl Toloza ivez a voe bamet gant kened ar plac'h, ma savas reuz pa’z eas kuit ar roue, ha ma voe rediet ar goantenn d'en em ziskouez dirak he frenestr div wech ar sizhun.

Kement-se a weler en daolenn La Belle Paule, livet gant Henri Rachou, war ziskouez e ti-kêr Toloza.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Christian Maillebiau, La Belle Paule, in Dictionnaire de Toulouse, Loubatières, 2004.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]