Mont d’an endalc’had

La Diane française

Eus Wikipedia

La Diane française zo un teskad barzhonegoù skrivet gant Louis Aragon e-pad an Eil Brezel-bed, mes embannet e fin ar bloavezh 1944 gant Pierre Seghers[1]. Ar Rezistañs frañsez e-pad an Okupasion eo danvez ar barzhonegoù. La Diane française a dalvez kement hag "an dihun frañsez" e brezhoneg. Ar ger "diane" zo bet tennet eus al latin "dies"[2], deiz e brezhoneg. La Diane française zo heuliet e-barzh al levr gant an teskadoù En étrange pays dans mon pays lui-même ha Brocéliande.

Er barzhonegoù-mañ e weler soñj politikel Aragon. En e vrogarantez eo bodet an holl C'hallaoued a zistaol an naziegezh[3]. Koulskoude e chom stag ouzh ar Strollad Komunour Gall[4].

El levr emañ ivez La Rose et le Réséda hag Il n'y a pas d'amour heureux (barzhoneg kanet gant Georges Brassens, Françoise Hardy ha Jean Ferrat) hag ar Ballade de celui qui chanta dans les supplices.

  1. Catalogue de la Bibliothèque nationale de France consulté le 27 octobre 2007
  2. Jacques Perrin Postface
  3. Aragon De l'exactitude historique en poésie e-barzh La Diane française
  4. Aragon Le poète à son parti e-barzh La Diane française