La Chanson du Dimanche
La Chanson du Dimanche a zo ur strollad sonerien c'hall ha ne ra nemet un dra : lakaat ur video nevez, fentus peurvuiañ, bep Sul war ar genrouedad. Brudet eo bet ar strollad gant ar genrouedad, a drugarez d'al lec'hienn Dailymotion (La Chanson du Dimanche a zo bet meur a wech « vidéo star » ) hag hini MySpace. E miz Kerzu 2007 e oa bet gwelet o c'hlip tost daou vilion a wechoù[1] hag o f-podcast a oa bet en top 10 gall, dirak reoù TF1 hag M6[2].
Ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]La Chanson du Dimanche a zo ur strolladig parizian, daou ezel anezhañ nemetken, Clément Marchand (gitar ha kan) hag Alexandre Castagnetti, lesanvet Alec (piano ha kan).
Ouzhpenn bezañ sonerien, ez eo Clément kelenner war ar matematik hag Alec skriver senario, astaler, kensevener ar film L'incruste gant Frédéric Diefenthal ha perc'henn un ostaleri eo en Oberkampf[2]. Krouet eo bet ar strollad e miz C'hwevrer 2007. Er strollad Beaubourg e oant a-raok sevel La Chanson du Dimanche.
A-raok bezañ kelenner hag astaler, o doa graet studioù o-daou war ijinouriezh ar pellgehentiñ, e skol Télécom Paris. Bet o doa bet o diplom e 1999 ha labouret o deus da c'houde war ar c'h-consulting.
Ar meizad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar meizad a zo simpl : bep Sul, ec'h enrollont ur ganaouenn nevez en ul lec'h disheñvel, met gant perzhioù boutin:
- Clément, paotr ar gitar, a zo en tu kleiz, gant ur roched bej et brikoloù ruz
- Alec, paotr ar c'hlavier, a zo en tu dehoù, gant ur roched gwer, ur chupenn du hag ur gravatenn gris
- Pep pennad a grog er memes doare : ur zoom war un dra eus an dalenn-diwezhañ gant ar peurliesañ ul liamm gant ar ganaouenn, Clément a zeuc'h p'emañ Alec o lavar "Salut, c'est la chanson du dimanche ! La pêche ! 1-2(-3-4)" en ur lañsañ ur sonerezh diazez war e synthé, hag e grog ar ganaouenn.
Da c'houde e lakont ar video en linenn e kerzh an nozvezh eus ar sadorn d'ar sul, da hanternoz.
Temoù ha doare sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Awenet int gant ar buhez pemdeziek. Abaoe dilennadegoù prezidant Brp-C'hall 2007 ez eo tuet war zu ar c'heleier hag ar gevridigezh ( harzoù-labour, dilennadegoù, internet...)[1] (Tu votes, koulzad 1).
An temoù a c'hell bezañ, ul lunvezh en un embregerezh (Comme un lundi) pe an epikurism (Bon vivant) pe c'hoazh komz eus kudennoù sokial (Petit cheminot), eus an ekonomiezh (Super pouvoir d'achat), eus an ekologiezh (OGMan), eus tud (Nicolas et Rachida) pe eus politikerezh (tu votes).
Liesseurt eus an doareoù sonerezh a c'hoariont, mont a ra eus an disco d'ar zouk-love[3], met ivez ar folk hag ar ganaouennoù poblel.
Evezhiadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Abaoe epizod 18 ar saison 1, e grog ar c'hlip gant ur roll-digeriñ e flash o tiskouez Clément hag Alec o prientiñ ar ganaouenn nevez.
- Ur bladenn eus La Chanson du Dimanche a vefe dizale.
Ar c'houlzadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulzad 1 | Koulzad 2 | Etre Koulzad | Koulzad 3 | Etre Koulzad | Koulzad 4 | Etre Koulzad | Koulzad 5 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Bonne Humeur | Back in the business | Saint Valentin | MMM-UI-UI-M | Tout petit Luc | Capitaine Madoff | MATMUT | Être Français |
Bluetooth | Danse de l'info | ------ | Au pays d'Élisabeth | ------ | Enfant d'Ibiza | Dur dur d’être bien né | Jacques Chirac |
Sunday Song | Horoscope | ------ | Je ne ressemble pas | ------ | Jeu de Loi | ------ | |
Comme un Lundi | Allez la France ! | ------ | Les JO du péquin | ------ | Seul dans mon coin | ------ | |
Plante un arbre | Petit cheminot | ------ | Mazerfacker | ------ | La Gigue des Gueux | ------ | |
Cash Money | Vite vite vite | ------ | I Got | ------ | La Dolce Vita | ------ | |
T'as pas découvert le feu | Go, go, go Gringo | ------ | Je suis un aventurier | ------ | Un ti colon | ------ | |
Dancing all the night | Pauvres pêcheurs | ------ | Avancé-Collé | ------ | Samoussa | ------ | |
À bas ! | Le Beaujo en Vélib | ------ | Réformez ma vie | ------ | Bienvenue Chez Les Chiants | ------ | |
Tu votes | Nicolas et Rachida | ------ | Festival | ------ | Je suis une femme | ------ | |
Gardien de la paix | Super pouvoir d'achat | ------ | 8 200 200 | ------ | Mort aux vaches | ------ | |
Coca light | Miss France | ------ | O Barack | ------ | J'assume à fond | ------ | |
Bon vivant | Standing Ovation | ------ | L'Euro de l'apéro | ------ | Cherche encore | ------ | |
Quête de buzz | La Marulanda | ------ | Aaaah Chiche | ------ | Dans ma maison | ------ | |
OGMan | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | |
Rolland Garros | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | |
Bac ABCD | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | |
Piscine love | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ | ------ |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al lec'hienn ofisiel
- Ar blog
- war myspace
- Un atersadenn e Le Grand Bazar.
- La Chanson du Dimanche e Brezhoneg