La Chanson du Dimanche

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

La Chanson du Dimanche a zo ur strollad sonerien c'hall ha ne ra nemet un dra : lakaat ur video nevez, fentus peurvuiañ, bep Sul war ar genrouedad. Brudet eo bet ar strollad gant ar genrouedad, a drugarez d'al lec'hienn Dailymotion (La Chanson du Dimanche a zo bet meur a wech « vidéo star » ) hag hini MySpace. E miz Kerzu 2007 e oa bet gwelet o c'hlip tost daou vilion a wechoù [1] hag o f-podcast a oa bet en top 10 gall, dirak reoù TF1 hag M6[2].

Ar strollad[kemmañ]

La Chanson du Dimanche a zo ur strolladig parizian, daou ezel anezhañ nemetken, Clément Marchand (gitar ha kan) hag Alexandre Castagnetti, lesanvet Alec (piano ha kan).

Ouzhpenn bezañ sonerien, ez eo Clément kelenner war ar matematik hag Alec skriver senario, astaler, kensevener ar film L'incruste gant Frédéric Diefenthal ha perc'henn un ostaleri eo en Oberkampf[2]. Krouet eo bet ar strollad e miz C'hwevrer 2007. Er strollad Beaubourg e oant a-raok sevel La Chanson du Dimanche.

A-raok bezañ kelenner hag astaler, o doa graet studioù o-daou war ijinouriezh ar pellgehentiñ, e skol Télécom Paris. Bet o doa bet o diplom e 1999 ha labouret o deus da c'houde war ar c'h-consulting.

Ar meizad[kemmañ]

Alexandre Castagnetti, lesanvet « Alec », e-pad an abadenn e Saint-Lô d'an 20 a viz Even 2009.

Ar meizad a zo simpl : bep Sul, ec'h enrollont ur ganaouenn nevez en ul lec'h disheñvel, met gant perzhioù boutin:

  • Clément, paotr ar gitar, a zo en tu kleiz, gant ur roched bej et brikoloù ruz
  • Alec, paotr ar c'hlavier, a zo en tu dehoù, gant ur roched gwer, ur chupenn du hag ur gravatenn gris
  • Pep pennad a grog er memes doare : ur zoom war un dra eus an dalenn-diwezhañ gant ar peurliesañ ul liamm gant ar ganaouenn, Clément a zeuc'h p'emañ Alec o lavar "Salut, c'est la chanson du dimanche ! La pêche ! 1-2(-3-4)" en ur lañsañ ur sonerezh diazez war e synthé, hag e grog ar ganaouenn.

Da c'houde e lakont ar video en linenn e kerzh an nozvezh eus ar sadorn d'ar sul, da hanternoz.

Temoù ha doare sonerezh[kemmañ]

Awenet int gant ar buhez pemdeziek. Abaoe dilennadegoù prezidant Brp-C'hall 2007 ez eo tuet war zu ar c'heleier hag ar gevridigezh ( harzoù-labour, dilennadegoù, internet...)[1] (Tu votes, koulzad 1).

An temoù a c'hell bezañ, ul lunvezh en un embregerezh (Comme un lundi) pe an epikurism (Bon vivant) pe c'hoazh komz eus kudennoù sokial (Petit cheminot), eus an ekonomiezh (Super pouvoir d'achat), eus an ekologiezh (OGMan), eus tud (Nicolas et Rachida) pe eus politikerezh (tu votes).

Liesseurt eus an doareoù sonerezh a c'hoariont, mont a ra eus an disco d'ar zouk-love[3], met ivez ar folk hag ar ganaouennoù poblel.

Evezhiadenn[kemmañ]

  • Abaoe epizod 18 ar saison 1, e grog ar c'hlip gant ur roll-digeriñ e flash o tiskouez Clément hag Alec o prientiñ ar ganaouenn nevez.
  • Ur bladenn eus La Chanson du Dimanche a vefe dizale.

Ar c'houlzadoù[kemmañ]

Kanaouennoù La Chanson du Dimanche
Koulzad 1 Koulzad 2 Etre Koulzad Koulzad 3 Etre Koulzad Koulzad 4 Etre Koulzad Koulzad 5
Bonne Humeur Back in the business Saint Valentin MMM-UI-UI-M Tout petit Luc Capitaine Madoff MATMUT Être Français
Bluetooth Danse de l'info ------ Au pays d'Élisabeth ------ Enfant d'Ibiza Dur dur d’être bien né Jacques Chirac
Sunday Song Horoscope ------ Je ne ressemble pas ------ Jeu de Loi ------
Comme un Lundi Allez la France ! ------ Les JO du péquin ------ Seul dans mon coin ------
Plante un arbre Petit cheminot ------ Mazerfacker ------ La Gigue des Gueux ------
Cash Money Vite vite vite ------ I Got ------ La Dolce Vita ------
T'as pas découvert le feu Go, go, go Gringo ------ Je suis un aventurier ------ Un ti colon ------
Dancing all the night Pauvres pêcheurs ------ Avancé-Collé ------ Samoussa ------
À bas ! Le Beaujo en Vélib ------ Réformez ma vie ------ Bienvenue Chez Les Chiants ------
Tu votes Nicolas et Rachida ------ Festival ------ Je suis une femme ------
Gardien de la paix Super pouvoir d'achat ------ 8 200 200 ------ Mort aux vaches ------
Coca light Miss France ------ O Barack ------ J'assume à fond ------
Bon vivant Standing Ovation ------ L'Euro de l'apéro ------ Cherche encore ------
Quête de buzz La Marulanda ------ Aaaah Chiche ------ Dans ma maison ------
OGMan ------ ------ ------ ------ ------ ------
Rolland Garros ------ ------ ------ ------ ------ ------
Bac ABCD ------ ------ ------ ------ ------ ------
Piscine love ------ ------ ------ ------ ------ ------

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Mamennoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 20H France 2, an 10 a viz Kerzu 2007
  2. 2,0 2,1 Le joyeux rendez-vous de La Chanson du Dimanche, Le Monde ar 5 a viz Kerzu 2007 gant Olivier Zilbertin
  3. (fr) Grégory Philipps, « La Chanson du Dimanche », France Info, 9 a viz Kerzu 2007