Kykeon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kykeon (Gr. κυκεών, d'eus κυκάω, "meskañ") a zo un evaj a veze roet d'ar feizidi e-pad lidoù kevrinoù Eleusys. (Meneget e vez aliesoc'h evel boued eget evel evaj).

Graet e veze gant :

Eun evaj pennsaoutiñ e oa ar c'hykeon. Meur a vartezeadenn a zo bet graet diwar se :

"pigal louedadur" (Claviceps purpurea ha Claviceps paspali)
kabell-touseg
psilokybian kabell-touseg (Panaeolus papilionaceus)
amanita "lazh-kelien" (Amanita muscaria)

Taolenn

[kemmañ] En Ilias

E testennoù Homeros e vez meneget Kykeon : en Ilias, kykeon a zo eun evaj graet gant dour, geotennoù hag heiz da vezañ evet gant fourmaj gavr (XI, 638-641). En Odisseia, Kirke lak mel ouzhpenn ha skuilh he braoù majik en evaj (X, 234). En himn da zDemeter aozet gant Homeros, an doueez a nac'h gwin ruz avat a gemer Kykeon graet gant dour, heiz ha ment (mentha pulegium).

[kemmañ] Testennoù all

Goulakaet e oa da vezañ esmoriñ. Hermes, er gan aozet gant Aristophanes "Peoc'h" (v. 712), a erbed se d'an haroz goude debret re a frouezh sec'h ha kraoñ gantañ. Brientinien a rae goap outañ hag a lare e oa un evaj evit kouerien.

Theophrastus a daolenn en he Karakterioù (IV, 2–3) ur c'houer a hegas he amezeion gant he tin anal en Eklesia.

[kemmañ] Levrioù

  • Armand Delatte, Le Cycéon, breuvage rituel des mystères d'Éleusis, Belles Lettres, Paris, 1955

[kemmañ] Lec'hienn

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all