Mont d’an endalc’had

Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle

Eus Wikipedia
Lec'hiañ an etrekumuniezh e Penn-ar-Bed.

Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle, berraet e Kumubrok, a oa ur gumuniezh kumunioù e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Krouet eo bet e 1993. E 2002 e oa war-dro 51 000 den o chom enni, war un tamm douar 600 km². Treuzfurmet e oa d'ar 1 a viz Genver 2016 en ur gumuniezh tolpad-kêrioù anvet Kemperle Kumuniezh.

Kumuniezh kumunioù Bro Kemperle a yae 16 kumun d'ober anezhi:

  1. an Arzhanaou
  2. Banaleg
  3. Bei
  4. Gwelegouarc'h
  5. Kemperle
  6. Kerien
  7. Kloar-Karnoed
  8. Lokunole
  9. Mellag
  10. Molan
  11. Redene
  12. Rieg
  13. Sant-Turian
  14. Skaer
  15. Tremeven
  16. an Treoù

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 514 skoliad (9,1 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. [1]