Kumuniezh kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe
Neuz
(Adkaset eus Kumuniezh kumunioù Bro Gastellin hag ar Porzhe)
Kumuniezh-kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe a oa un etrekumuniezh e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Gerne eo. Krouet eo bet e 2002. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe, goude kendeuziñ gant Kumuniezh kumunioù Bro Pleiben.
Kumunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kumuniezh-kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe a yae 11 kumun d'ober anezhi:
- Dineol
- Kast
- Kastellin
- Kemeneven
- Meilh-ar-Wern
- Ploeven
- Plonevez-Porzhe
- Ploudiern
- Sant-Kouled
- Sant-Vig
- Tregarvan
Brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Skol Diwan Kastellin en 23 Grande Rue (Ru Vras), e Kastellin. Krouet e voe e 2007.
- E distro-skol 2015 e oa enskrivet e Skol Diwan Kastellin 20 skoliad (1,3 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1].